Jean Fréour
Jean Fréour a oa ur c'hizeller breizhat hag a oa bet ganet e Naoned d'an 8 a viz Eost 1919 hag aet da Anaon d'an 11 a viz Mezheven 2010 e Bourc'h-Baz. Studiet en doa e Skol an Arzoù-kaer Bourdel hag e Skol an Arzoù-kaer Pariz e 1936.
Ezel e oa bet eus an emsav arzel Ar Seiz Breur. Bet e oa bet ur bloaz-pad e Casa de Velázquez e 1952 e Madrid. E-pad ar bloavezhioù 1950 en doa graet e annez e Bourc'h-Baz. Maer ar gêr-se e voe e-pad ur bloaz.
Jean Fréour a implije meur a zanvez gant e labour : skilt, marmor, oniks, arem ha koad. E awen a zalc'h identelezh e vro hag ar feiz katolik.
Kavet e vez e gizelladurioù e Breizh, e Beljia, en Enez-Frañs hag en Afrika.
Un nebeud kizelladurioù
kemmañ- ur Sant Erwan (e derv, 1941-1942),
- ur c'halvar e Créviac, Nozieg (1944),
- ur Pastor Mat evit iliz Bolvronn (war-lec'h 1955),
- ur C'hrist evit Iliz Santez-Tereza (Naoned),
- noazhennoù ha hanterskeudennoù a-raok 1983,
- delwenn Markiz ar Roueri e Felger,
- delwenn Pierre Bouguer e porzh ar Groazig,
- delwenn Glenmor bet staliet e Liorzh an Tabor e Roazhon d'ar 27 a viz Mezheven 1998
- Anna Vreizh (aremenn evit kêr Naoned e 2002) e-kichen Kastell Duged Breizh. Ar savadur-se a dalv hervez an oberour « la réalité de l'appartenance culturelle et historique de Nantes à la Bretagne ». Dilhad peizant zo dindani evit diskouez e oa tost d'ar bobl.
Enorioù
kemmañE 1995 e oa bet roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit Breizh.
Levrlennadur
kemmañ- Alcime Bachelier, Jean Guéhenneuc ha Jean Fréour : Bouvron, son histoire, son église, ses vieilles croix, par le chanoine Bachelier, l’abbé Guéhenneuc et M. Fréour, Naoned, Chantreau et Cie, war-dro 1970.
- Jean Fréour : Sculpture: nus et bustes, raklavar gant Yves Cosson, buhezskrid gant Michel Maison, displegadenn gant Jacques Raux, Trelier, 1983.
- Véronique Daboust, Fréour ou Le chant de la sculpture: exposition, Pariz, Ti-kêr ar XVIvet arondisamant, 6-21 C'hwevrer 2004, aozet gant Paris beauté culture. (ISBN 2-9521156-0-5)