27 Mezheven
deiziad
(Adkaset eus 27 a viz Mezheven)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 992 : en Emgann Konkerel eo trec’het ha lazhet Konan Kentañ an Tort gant kont Anjev, Foulques III Nerra.
- 1474 : dimeziñ a ra an dug Frañsez II a Vreizh gant Marc'harid Foix, e Klison.
- 1952 : sinadur an emglev evit sevel Kumuniezh Europa an Difenn.
- 1964 : krouidigezh an ORTF.
- 1967 : lakaet eo da vont en-dro kentañ bilhedaouer emgefre en Enfield Town (Bro-Saoz).
- 1977 : Djibouti dizalc’h diouzh Frañs.
- 1991 : Slovenia, dizalc’h abaoe daou zevezh, a zo aloubet gant nerzhioù Yougoslavia.
- 1997 : embannadur levrenn gentañ Harry Potter, e Breizh-Veur : 5000 skouerenn moullet.
Sportoù
kemmañ- 1925 : loc'hañ a ra 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde).
- 1957 : loc'hañ a ra 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Granville (Manche).
- 1963 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rouan (Seine-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Antonio Bailetti (Italia).
- 1965 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper hag Ar Baol-Skoubleg ; trec'h eo Guido Reybrouck (Belgia).
- 1974 : dalc'het eo rakredadeg Tro Bro-C'hall e Brest (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Eddy Merckx (Belgia).
- 1984 : skipailh gall ar vell-droad (paotred), a ya da gampion Europa e Pariz.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1462 : Loeiz XII (Bro-C'hall) pe Loeiz Orleañs (Tad ar bobl e lesanv), roue Bro-C'hall adalek 1498 betek e varv (1515).
- 1740 : John Latham, evnoniour, mezeg ha skrivagner saoz.
- 1787 : Thomas Say, amprevanoniour, kreginoniour ha stlejvilour stadunanat.
- 1819 : Ernst Falkbeer, mestrc'hoarier echedoù aostrian.
- 1846 : Charles Stewart Parnell, politikour ha brogarour iwerzhonat.
- 1848 : Narsis Kelien, barzh hag gouennoniour brezhonek.
- 1880 : Helen Keller, stourmerez evit gwirioù an dud vouzar hag ar re zall er Stadoù Unanet Amerika.
- 1901 : Willy Rozier, den a sinema gall.
- 1951 : Mary McAleese (Máire Mhic Ghiolla Íosa), prezidantez Republik Iwerzhon.
- 1955 : Isabelle Adjani, aktourez c'hall.
- 1962 : Ollanta Humala, prezidant Perou.
- 1964 : Serj an Dized, melldroader ha gourdoner breizhat.
Marvioù
kemmañ- 992 : Konan Iañ a Vreizh, Konan an Tort, dug Breizh ha Kont Roazhon, da-geñver emgann Konkerel.
- 1800 : Théophile-Malo Corret de La Tour d’Auvergne, soudard gall anvet da gKentañ Greunader ar Republik gant Napoleon Iañ.
- 1876 : Christian Gottfried Ehrenberg, douarour, ekologour, loenoniour ha mikrobiologour alaman.
- 1913 : Philip Lutley Sclater, alvokad ha loenoniour saoz.
- 1957 : Malcolm Lowry, skrivagner saoznek.
- 1989 : Yvon Marrec, marc'hhouarnour breizhat.
- 2016 : Bertrand Frélaut, istorour breizhat.
- 2002 : John Entwistle, kaner-sonaozer ha soner gitar-boud saoz, unan eus tri c'hrouer ar strollad The Who.