Marc'harid Foix, priñsez Navarra, ganet war-dro 1449 ha marvet d'ar 15 a viz Mae 1486 e Naoned, a voe dugez Breizh eus 1474 da 1486 dre zimeziñ gant an dug Frañsez an Eil.

Bez Marc'harid Foix ha Frañsez II, Naoned

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da c'h-Gaston IV (1425-1472), kont Foix, ha da Eleonora Iañ (war-dro 1426-1479), rouanez Navarra. Moereb a oa da Anna Foix, rouanez Hungaria.

D'an 27 a viz Mezheven 1474, e Klison, ec'h euredas gant dug Breizh Frañsez an Eil (1435-1488), a oa mab da Richarzh Breizh (1395-1438), kont Étampes (1421-1438), ha da vMarc'harid Orleañs (1406-1466), kontez Vertus (1423-?). Eil dimeziñ an dug Frañsez an Eil e oa, marvet e wreg kentañ, Marc'harid Breizh, er gwentloù e 1469.

Bugale

kemmañ

Daou vugel o devoe:

  • Anna Breizh (1477-1514), dugez Breizh (1488-1514), a voe rouanez Bro-C'hall div wech (eus 1491 da 1498 goude dimeziñ gant ar roue gall Charlez VIII, hag adarre eus 1499 da 1514 goude addimeziñ d'ar roue gall Loeiz XII);
  • Isabeau (1478-1490), marvet d'he daouzek vloaz.

Bevañ a rae e kastell Naoned gant an dug, he gwaz, hag e vestrez, Antoinette de la Maignelais hag o bugale.

He bez

kemmañ

Emañ bez Marc'harid Foix en iliz-veur Naoned, e-kichen he fried ha Marc'harid Breizh. Ur bennoberenn a zelwenn zo anezhi, a vez graet bez Frañsez an Eil anezhi.