Antoinette de Maignelais

Antoinette de Maignelais (ganet war-dro 1420, marvet e 1474), a oa ur plac'h a benn eus an noblañs c'hall hag eus ar re goantañ. Keniterv e oa da Agnès Sorel, pried-kleiz ar roue Charlez VII a Vro-C'hall, ha magerez o zeir merc'h e oa.

Pa varvas Agnès e 1450 e teuas da vezañ serc'h ar roue war lerc'h he c'heniterv. Neuze e timezas gant André de Villequier. Lakaet e voe gant ar roue adsevel eviti kastell La Guerche , e Touren (Indre-et-Loire).

Aozañ a reas ur bagadig merc'hed evit diverrañ amzer ar roue kaezh, hag en o zouez e oa he c'hoarezed-kaer Marguerite de Monteil hag Antoinette de Vauvert anavezet evel "Toinine".

En 1460 e prenas kastell Cholet.

A Vro-C'hall da Vreizh

kemmañ

Pa varvas ar roue e 1461 avat e voe kaset kuit eus lez Bro-C'hall gant e vab Loeiz XI. Neuze ez eas da Cholet, hag alesont da glask repu da Vreizh, a oa nepell.

Eno e vevas gant an dug Frañsez an Eil e kastell Naoned, o zri bugel (François d'Avaugour, Antoine hag Antoinette) o c'hoari diwezhatoc'h gant Anna hag Isabeau, bugale an dugez Marc'harid Foix.

A-hervez e veze paeet he servijoù gant ar roue gall evit spiañ dug Breizh.

Levrioù

kemmañ
  • Philippe Tourault, Anne de Bretagne, Perrin, Paris, 1990, (ISBN 2-262-01212-1)
  • Georges Bordonove, Les Rois qui ont fait la France : les Valois 3 : Charles VII le Victorieux, (1985), Pygmalion.
  • Georges Minois. Charles VII.