Felger

kumun Il-ha-Gwilen
Felger
Iliz Sant Leonard e-pad ar goañv.
Iliz Sant Leonard e-pad ar goañv.
Ardamezioù
Anv gallaouek Foujerr
Anv gallek (ofisiel) Fougères
Bro istorel Bro Roazhon
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen (isprefeti)
Arondisamant Felger-Gwitreg (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h daou ganton : Felger-1 ha Felger-2
Kod kumun 35115
Kod post 35300
Maer
Amzer gefridi
Louis Feuvrier
2020-2026
Etrekumuniezh Felger Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Felger
Lec'hienn web http://www.fougeres.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 20 505 ann. (2020)[1]
Stankter 1 958 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 21′ 09″ Norzh
1° 11′ 55″ Kornôg
/ 48.3525, -1.1986
Uhelderioù bihanañ 62 m — brasañ 171 m
Gorread 10,47 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Felger

Felger (meneget e Geriadur Hemon-Huon e 2005, Foujera en embannadur 1993) a zo ur gumun e departamant Il-ha-Gwilen e Breizh Uhel, tost d'an harzoù gant Normandi ha Maine. brudet bras eo he c'hastell.

Felger.jpg


ArdamezioùAozañ

  En aour, e blantenn raden a dri fezh diwriziet en geoted ; e gab en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel.

IstorAozañ

Dispac'h GallAozañ

  • Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Felger da benn ur bann[2].
  • Emgannoù etre ar Chouaned hag ar Republikaned.

XXvet kantvedAozañ

Stourmoù sokialAozañ

  • Harzoù-labour e 1906-1907, 1968 ha 1975 el labouradegoù botaouerezh.

Brezel-bed kentañAozañ

  • 638 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 2,88% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].

Eil Brezel-bedAozañ

  • Al lu alaman a erruas e Felger d'ar 17 a viz Even 1940.
  • Bombezet e voe Felger d'ar 6 a viz Even 1944, d'an 9 a viz Even e voe lazhet 300 den gant bombezadeg aerluioù ar Re Gevredet, an RAF, aerlu ar Rouantelezh-Unanet, hag an USAAF, aerlu SUA.
  • Dieubet e voe Felger d'an 3 a viz Eost 1944 gant an 79vet Rannlu Troadegiezh SUAat.
  • Mervel a reas 53 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel, estreget ar re lazhet gant ar bombezadegoù[4].

TrevadennoùAozañ

Brezel KoreaAozañ

  • Lazhet e voe ur soudard e miz Here 1952 e Myojang Myon. Douaret e voe e Busan.

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor da Felger.

  • An tour-ged (befrez), 1397.
  • Iliz katolik Sant Sulpicius.
  • Porzh an Itron-Varia.
  • Ar c'hoariva, 1888.
  • Monumant ar re varv.

DouaroniezhAozañ

Emdroadur ar boblañs 1793-2012Aozañ

[5]

Felger 1800 1836 1856 1881 1901 1921 1936 1954 1962 1968 1975 1982 1990 1999 2006 2011 2016 2017
Poblañs 24 279 26 045 26 610 24 362 22 239 21 779 20 941 19 775 20 194 20 418
poblañs hep kontañ doubl

MelestradurezhAozañ

Roll ar maerioù
Mare Anv Strollad Karg
Mezheven 2007 → bremañ Louis Feuvrier[6] Kleiz diseurt Kuzulier-departamant Il-ha-Gwilen
Prezidant Felger Kumuniezh.
Meurzh 1983 Mezheven 2007 Jacques Faucheux PS Dileuriad e Kuzul-rannvro Breizh
Meurzh 1971 Meurzh 1983 Michel Cointat RPR Kannad

BrezhonegAozañ

  • Ur skol Diwan zo bet digoret e 2013 gant 14 bugel (0,7% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).
  • E distro-skol 2022 e oa 24 skoliad enskrivet er skol Diwan (1,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[7].

Tud brudetAozañ

Tud bet ganet enoAozañ

Tud bet marvet enoAozañ

SportAozañ

Darvoudoù-sport a bep seurtAozañ

GevelliñAozañ

Bro Kêr Abaoe
  Bro-Saoz Ashford 1984
  Alamagn Bad Münstereifel 1967
  Nicaragua Somoto 1986
  Burkina Faso Ouargaye 2001

Liammoù diavezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoùAozañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
  3. [1] Monumant ar re - Memorial Genweb
  4. [2] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. Cassini hag EBSSA
  6. « Louis Feuvrier réélu maire lors du premier conseil municipal », La Chronique Républicaine, 6 Ebrel 2014.
  7. Ofis Publik ar Brezhoneg