Arondisamant Felger-Gwitreg
Arondisamant Felger-Gwitreg | |
---|---|
![]() Lec'hiadur arondisamant Felger-Gwitreg e departamant Il-ha-Gwilen | |
Melestradurezh | |
Riez | ![]() |
Rannvro | Breizh |
Departamant | Il-ha-Gwilen |
Kod arondisamant | 35 1 |
Pennlec'h | Felger |
Stadegoù | |
Poblañs | 186 228 ann. (2019) |
Gorread | 2 173,16 km² |
Stankter | 86 ann./km² |
Adrannoù | |
Kumunioù | 106 |
kemmañ ![]() |
Arondisamant Felger-Gwitreg a zo anezhañ ur rann velestradurel eus Frañs, e departamant Il-ha-Gwilen hag e rannvro Breizh.
Arondisamant Felger-GwitregAozañ
Da-heul serridigezh un toullad mat a velestradurioù (Bank Frañs, skouadron archeriezh, renerezh EDF-GDF, renerezh Ar Post, kuzul an aferioù micher, lez-varn ensav...) ha dre ma'z eus re all en arvar (ospital, isprefeti, komiserdi polis) o doa goulennet maer Felger, Louis Feuvrier, ha kannad pastell-vro Felger, Thierry Benoit, soutenet gant kannad-maer Gwitreg, Pierre Méhaignerie, e vefe brasaet arondisamant Felger dre lakaat arondisamant kozh Gwitreg e-barzh[1] hag ivez e vefe kenstrollet an div lez-varn ensav e-lec'h serriñ anezho evit kreñvaat hini Roazhon.
Sinet e voe diferad-prefeti krouidigezh arondisamant Felger d'an 28 a viz Kerzu 2009[2]. Talvezout a ra ar grouidigezh-se abaoe ar 1añ a viz Here 2010.
Kantonioù ha kumunioùAozañ
Betek 2016Aozañ
Rannet e oa arondisamant Felger-Gwitreg e 12 kanton (betek 2014) ha 115 kumun :
- Kanton Argantred-ar-Genkiz ;
- Kanton Entraven ;
- Kanton Felger-Norzh ;
- Kanton Felger-Su ;
- Kanton Gwerc'h-Breizh ;
- Kanton Gwitreg-Kornôg ;
- Kanton Gwitreg-Reter ;
- Kanton Kastell-Bourc'h ;
- Kanton Louvigneg-an-Dezerzh ;
- Kanton Rester ;
- Kanton Sant-Albin-an-Hiliber ;
- Kanton Sant-Brizh-Gougleiz.
Abaoe 2017Aozañ
Adrannet e voe arondisamantoù Il-ha-Gwilen d'ar 1añ a viz Genver 2017[3]. 106 kumun zo en arondisamant Felger-Gwitreg bremañ.
DaveoùAozañ
- ↑ (fr) Pennad war ma.ville.com
- ↑ ARRETE Portant modification des limites territoriales d’arrondissements de FOUGERES et RENNES du 28 décembre 2009
- ↑ (fr) Arrêté portant modification des limites territoriales des arrondissements d'Ille-et-Vilaine, Roazhon, 23 Kerzu 2016