Kouenon

Ar C'houenon (Couesnon e galleg) zo ur stêr e biz Breizh hag e mervent Normandi, brudet dre ma verk an harz etre Breizh ha Normandi hag emañ hec'h aber dirak Menez Mikael ar Mor, e Bae Menez-Mikael. 97,8 km hed zo dezhañ.
| ||||
---|---|---|---|---|
Statud | stêr | |||
Hirder | 97,8 km | |||
Uhelder an eienenn | 182 m | |||
Kas keitat | en Entraven 7,1 m³/s | |||
Gorread an diazad | 1 124 km² | |||
Bro(ioù) douret | Breizh ha Bro-C'hall | |||
Diazad stêrioù |
? | |||
En em daol e | Mor Breizh e Beauvoir ha Menez Mikael ar Mor | |||
Ledander er genoù | ? | |||
Andon | Le Bois Joli e Saint-Pierre-des-Landes | |||
Adstêrioù | Talmout, Nançon, Minette, Loisance, Guerge | |||
stêr - hidrologiezh |
GerdarzhAozañ
Hervez lod e vije ar ger koad e derou an anv, marteze ur roud eus Koadeg Scilly, ur goadeg ha n'eo ket bet prouet e vije bet anezhi, tro-dro d'ar roc'h brudet.
DouaroniezhAozañ
Emañ e andon e La Pellerine, e-tal stang Vézins, e kumun Saint-Pierre-des-Landes e Mayenne.
IstorAozañ
Ar stêr a verk ar vevenn etre an div zugelezh kozh. Boas eo an dud da lavaret er c'horn-bro : "ar C'houenon, diwar un taol-follentez, en doa lakaet ar Menez (Mikael) e Normandi".
Kumunioù treuzet gant ar C'houenonAozañ
en tri departamant Ille-et-Vilaine, Manche ha Mayenne : Magoerioù-ar-C'houenon, Saint-Marc-sur-Couesnon, Saint-Jean-sur-Couesnon, La Chapelle-Saint-Aubert, Vendel, Billé, Javené, Luitré, Saint-Pierre-des-Landes, Rimou, Romazy, Sens-de-Bretagne, Henwig-ar-C'houenon, Saint-Ouen-des-Alleux, Romagné, Lécousse, Felger, La Selle-en-Luitré, Beaucé, Bazouges-la-Pérouse, Antrain, La Fontenelle, Tremblay, Sougéal, Sacey, Pleine-Fougères, Aucey-la-Plaine, Pontorson, Saint-Georges-de-Gréhaigne, Beauvoir.