Françoise Jeanne Marie Quinton, deuet da vezañ Françoise Elie goude bezañ dimezet e 1927, ha lesanvet ivez “Le Prophète” er rezistañs, a oa ur vaouez ganet d’ar 16 a viz Gwengolo 1906 e Felger en Il-ha-Gwilen ha marvet d’ar 14 a viz Gouere 1968. Ispiserez ha rezistantez e oa.[1]</ref>[2]

Françoise Élie
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhFrançoise Quinton Kemmañ
Anv-bihanFrançoise Kemmañ
Anv-familhÉlie Kemmañ
Lesanvle Prophète Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Gwe 1906 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFelger Kemmañ
Deiziad ar marv14 Gou 1968 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michergrocer, ezel eus ar Rezistañs c'hall Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Prizioù resevetofiser al Lejion a Enor, Croix de guerre 1939–1945, Médaille de la Résistance, Medal of Freedom Kemmañ

He buhez

kemmañ

Bugaleaj ha deskadurezh

kemmañ

Françoise a oa ganet d’ar 16 a viz Gwengolo, merc'h d'ur miliner. Graet he deus he studioù e Felger betek he 16 vloaz ha goude bezañ tapet he breved he deus labouret en un uzin boteier evel kontourez[1].

Buhez vicherel

kemmañ

D’ar 26 a viz Ebrel 1927 e timezas gant François Elie ha mont a rejont da vevañ da Sant-Maloù, goude prenañ eno ur stal ispisiri. Ur bloavezh goude e voe ganet he bugel kentañ, François. E 1930 ez eas ar familh war-gresk c’hoazh gant ganedigezh ur plac’h anvet Micheline.

Diaesterioù o doa gant ar stal ispisiri rak stank e oa ar pratikoù e-pad an hañv, met ne deue den ebet e-pad ar goañv. Daou vloaz goude neuze e krogjont da glask ul lec’h all evit en em staliañ. Goude bezañ soñjet e Kemper da gentañ o doa choazet en em staliañ e Roazhon e-lec’h ma kavjont ur stal e kreiz-kêr e-kichen an ti-kêr. Ar stal ispisiri Carthage e oa.

Rezistañs

kemmañ

Obererezhioù rezistañs[1][2]

kemmañ

E-pad an Eil Brezel bed e teuas da vezañ ur rezistantez ha kemer a reas perzh er rouedad Bordeaux-Loupiac krouet gant Jean-Claude Camors ha renet evit takad Roazhon gant André Heurtier, apotiker e Roazhon. Ar rouedad-se a oa arbennikaet war ar sikour harzlammerien ha nijerien amerikan da dec’hout kuit. Ar stal ispisiri a servije evel penngarter evit resev lizhiri, degemer ar re nevez hag all.

Harzet ha deportet[2]

kemmañ

Harzet eo bet Françoise d’ar 7 a viz Mezheven 1944 ha deportet. Erruout a reas e kamp-tolp Neuengamme d’an 3 a viz Eost 1944.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ