Kamp-diouennañ
Ur c’hamp-diouennañ pe kamp-distruj a zo ur c’hamp-bac’h aozet evit lazhañ tud a vernioù (a gantadoù pe a viliadoù). Peurvuiañ e vez graet an anv-se eus ar c’hampoù-diouennañ savet gant an Nazied e-pad an eil brezel bed.
Iskevrennad eus | Kamp-bac'h nazi |
---|---|
Implij | gouennlazh |
Lec'h | Polonia |
Implijet gant | Trede Reich, Schutzstaffel, SS-Totenkopfverbände |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Nazi extermination camps |
E kampoù-diouennañ an Nazied e veze aozet ha kaset da benn, gant doareoù an industriezh, al lazhadegañ tud a veze kavet diezhomm, Yuzevien anezho dreist-holl, hogen tsiganed hag heñvelrevidi ivez. Evit a sell ar Yuzevien e veze graet «an diskoulm diwezhañ da gudenn ar Yuzevien » eus al lazhadegañ gant an dud e karg dindan an Nazied.
E-kerzh kendiviz Wannsee, e-kichenik Berlin, d’an 20 a viz Genver 1942, eo e voe kemeret an disentez da ziouennañ an dud « diezhomm ».
Klasket e oa bet diouennañ an dud siet a gorf pe a spered (programm T4) e-barzh ar Reich a-raok klask kas da benn an diskoulm diwezhañ d’ar gudenn yuzev. D’ar c’houlz-se eo e oa bet graet al lazhoù kentañ gant gaz. Ranket o devoa an Nazied paouez gant an euzh hag an droug a oa savet er vro war-lerc’h ma oa bet brudet an oberoù-se gant an ilizoù protestant.
Kregiñ a ra marevezh al lazhadegañ yuzevien gant aozadur ar c’hampoù-diouennañ. A-raok-se e veze klasket o distruj gant an naonegezh hag ar c’hleñvedoù, ha dre o heskinañ er ghettoioù ma oant bet tolpet dre heg er broioù aloubet er Reter gant an Nazied. E nevezamzer ar bloavezh 1941, ha gant aloubadeg an Unvaniezh Sovietek eo e krogas lazhadeg groñs ar Yuzevien. A-drek linenn an talbenn e veze kaset en-dro gant bagadoù arbennik anvet Einsatzgruppen, a voe lazhet gante etre 700 000 hag 800 000 a dud.
Mont en-dro ar c'hampoù
kemmañKrog e oa ar c’hampoù-diouennañ da vont en-dro adalek penn-kentañ ar bloavezh 1942. C’hwec’h e oant neuze, hag an holl anezho savet e Pologn nevez-aloubet : Auschwitz-Birkenau, Treblinka, Majdanek, Sobibór, Bełżec, Chełmno.
- Evit Auschwitz-Birkenau ha Majdanek a oa war un dro kreizennoù lazhañ diouzhtu ha kampoù-labour dre heg.
- Treblinka, Sobibór, Bełżec ha Chełmno ne oant nemet lec’hioù da lazhañ tud kenkent ha degouezhet. E gwirionez ne oant ket kampoù zoken dre ma ne oa netra aozet a-benn reiñ bod d’an dud dezouget a veze lazhet diouzhtu. Un nebeud prizonidi koulskoude a veze lakaet d’ober war-dro ar c’hamp.
Evit bezañ sur e chomfe sioul ar brizonidi betek ar vunutenn diwezhañ e veze roet dezho da grediñ e oant o vonet da gaout ur strinkad dour en abeg da reolennoù ar yec’hedouriezh.
Maen-diazez ar sistem e oa ar goanag a veze silet e speredoù an dud betek ar mare diwezhañ. Gant kej-mej ar goanag hag ar spont rak an nerzh kriz hag ar marv e oa trawalc’h da vougañ en den ar c’hoant da stourm ouzh ar vistri ganas, ha se zo kaoz e voe ken aes da sevenerien an diskoulm diwezhañ kas kement a dud d’ar marv dindan ken berr amzer. Devet e veze ar c’horfoù er fornioù pe douaret e fozioù bras-ec’hon tra ma veze dastumet o feadra, dilhad hag all, ha kaset en-dro da Alamagn gant an trenioù o devoa i degaset. Lorc’h a oa en ijinerien ar sistem gant an aozadur ha mont en-dro al labouradegoù-lazhañ-se. War un dro e lakaent o c’hrabanoù war gement tra a c’halle ar Reich ober e vad anezhañ: dilhad, blev, aour, lunedoù…
Er c’hampoù–diouennañ ma oa labourerien ivez ne veze ket lazhet kerkent ha degouezhet ar re greñvañ eus an dud. Gouzañv a rankent doareoù-bevañ spontus ar c’hampoù ma veze roet roll da gorvigell ha drougiezh o mistri. Buan e varve al lod vrasañ anezho gant al labour brevus, ar bazhadoù, an naonegezh, ar c’hleñvedoù, a-wechoù gant un tenn war-lerc’h an disterañ fazi, hep ankounac’haat an arnodoù ‘’skiantel’’ a veze graet warno. Ne veze ket hir ar goanag da vevañ, un toullad deizioù nemetken. Sklaved e vezent en ur sistem spontus o lakae da ziskenn izeloc’h eget loened ha da vezañ binvioù da zistruj o zud pe o fobl. Ar c’hampoù-labour dre heg savet e Pologn, pe e vijent kampoù diouennañ pe kampoù-bac’h evel hini Stutthof e-tal-kichen Gdansk, a rank bezañ disheñvelekaet diouzh ar c’hampoù-bac’h savet a-raok ar brezel war zouar ar Reich. Rak n’o devoa ken karg nemet da lazhañ, abred pe diwezhatoc’hik, an dud a zegouezhe enno.
Lennegezh
kemmañ- Meneget eo al levrioù pouezusañ er pennadoù diwar-benn al Loskaberzh hag ar Shoah.
Da vont pelloc’h
kemmañEr sinema
kemmañKalzik a filmoù-skinwel zo bet savet diwar-benn ar c’hampoù-diouennañ. Brudetoc'h avat eo ar re zo bet savet evit ar salioù-sinema :
- Nuit et brouillard, 1955, film-dihelloù gant Alain Resnais.
- Shoah, 1985, film-enklask gant Claude Lanzmann.
- La vita è bella (Brav eo ar vuhez), film savet gant Roberto Benigni e 1998.
- Schindler's List (Listenn Schindler e brezhoneg), gant Steven Spielberg.
- The Pianist (Ar pianoour), 2002, gant Roman Polanski
- Amen (2002), gant Costa-Gavras
- La Rafle (2010), gant Roselyne Bosch.
Lennegezh
kemmañ- Gwelout al levrioù meneget er pennadoù Auschwitz-Birkenau, ha Primo Levi.
Liammoù diabarzh
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- (fr) Association Fond Mémoire d'Auschwitz
- (en) United States Holocaust Memorial Museum
- (fr) http://www.telerama.fr/idees/camps-extermination-de-masse-ils-ont-photographie-l-inimaginable,124581.php