Schindler's List (film)

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Schindler's List (Listenn Schindler e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du (hag e liv evit un niver dister a zarvoudoù) gant ar filmaozour stadunanat Steven Spielberg e 1993.

Labouradeg Oskar Schindler
e Brněnec (Republik Tchek), luc'hskeudennet e 2004.

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ

Ar romant Schindler's Ark[1], savet gant ar skrivagner aostralian Thomas Keneally (1935-) diwar-benn buhez ar greantelour alaman Oskar Schindler (1908-1974), a oa deuet e-maez e 1982. An oberenn-mañ eo a awenas Steven Spielberg evit e film hir.
Petra bennak ma oa Schindler ezel eus ar Strollad Nazi en devoa saveteet buhez war-dro mil kant Yuzev e-pad an Eil Brezel-bed. E-lec'h mont da vervel e kamp-labour Płaszów (Polonia) e oa deuet a-benn d'o zuta en e labouradeg (traezoù en amailh ha tennoù) o foeltrañ e vadoù sof-kont e manegoù roet da Nazied hag a zaremprede. Dougen a rae Listenn Schindler anv ar Yuzevien a oa sañset bezañ kaset da gamp-bac'h Auschwitz-Birkenau (Polonia) : bez' e voent treuzkaset yac'h ha dibistig da dTchekoslovakia a-drugarez d'ar greantelour.

D'an 18 a viz Gouere 1967 e voe lakaet Oskar Schindler e-touez Ar Re Reizh dre vroadoù gant kounlec'h Yad Vashem ; douaret eo e bered gristen Menez Sion e Jeruzalem (Israel).

Roll ar gomedianed

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Tapout a reas al levr ar Priz Booker e 1982.