Amen
Amen /amɛn/ (hebraeg modern : אָמֵן amen ; tiberianeg : ʾāmēn ; gresianeg : ἀμήν amen ; arabeg : آمِينَ, ʾāmīna ; "Ra vezo evel-se ; e gwirionez") zo un disklêriadenn gadarnaat a gaver da gentañ en Tanac'h ha da c'houde en Testamant Nevez. Implijout a reer an dro-lavar-se er yuzevegezh, er gristeniezh hag en islam evit echuiñ pe respont d'ur bedenn. Gallout a ra bezañ implijet gant tud zo war ar pemdez evit diskouez emaint a-du krenn gant un dra bennak, pe dre fent.