Edig

kumun ar Mor-Bihan

Edig, pe Enez Edig, a zo un enezenn vihan er meurvor Atlantel, er-maez da aod Breizh, e-kichen enez Houad, a zo brasoc'h eviti. Ur gumun eus kanton Kiberen eo ivez, e departamant ar Mor-Bihan.

Edig
Edig gwelet eus an oabl.
Edig gwelet eus an oabl.
Anv gallek (ofisiel) Hœdic
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton Kiberen
Kod kumun 56085
Kod post 56170
Maer
Amzer gefridi
Jean-Luc Chiffoleau
2014-2020
Etrekumuniezh an Alre Kiberen Douar Atlantel
Bro velestradurel Bro an Alre
Lec'hienn web http://www.hoedic.net
Poblañsouriezh
Poblañs 97 ann. (2020)[1]
Stankter 47 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 20′ 25″ Norzh
2° 52′ 40″ Kornôg
/ 47.3402777778, -2.87777777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 14 m
bihanañ 0 m — brasañ 22 m
Gorread 2,08 km²
Lec'hiañ ar gêr
Edig

Istor kemmañ

XIXvet kantved kemmañ

  • Krouet e voe ar gumun d'ar 16 a viz Kerzu 1891 diwar ul lodenn eus kumun Porzh-Lae[2].

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ

  • 11 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 2,87 % eus he foblañs e 1911[3].

Eil Brezel-bed

  • Ne oa milour alaman erbet en enezenn a-hed ar brezel[4].
  • D'ar 27 a viz Here 1944 e teuas prefed ar Mor-Bihan betek an enezenn. Ar morlu gall a stalias un dregont bennak a vilourion en enezenn d'ar 14 a viz Kerzu[5]
  • Taget e voe an enezenn gant soudarded alaman deuet eus ar Gerveur evit preizhañ boued en noz etre an 2 hag an 3 a viz Mae 1945[6].

Penaos mont di kemmañ

Evit mont di e c'haller kemer ur vag-treizh e Kiberen.

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Monumant ar re varv.

Douaroniezh kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

Tud kemmañ

Gevelliñ kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
  3. memorialgenweb - Monumant ar re varv
  4. Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajennoù 386 ha 595
  5. Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 595
  6. Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009, pajenn 143


  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.