Ar Gerveur

Ar Gerveur (henvrezhoneg : Gwedel ; Belle-Île-en-Mer e galleg) zo un enezenn hag ur c'hanton kozh e departamant ar Mor-Bihan. Enezenn vrasañ Breizh eo, 90 km² dezhi.

Kartenn ar Gerveur
Dremmsell war ar Gerveur

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

AnvAozañ

Stummoù skrivetAozañ

GerdarzhAozañ

  • Vindili ː evit Marteville ha Varin, ar ger, "latin dre e stumm, ha brezhonek dre e ziazez, Vindilis, pe gwelloc'h c'hoazh Vendinis, a dalv kement ha Belle-Île" [1]
  • Guedel
  • Calonesus ː evit an ao. Bulet, Calonesus zo cal, "maen" hag ones," enezenn", alese calones, "enezenn ar reier". Evit an ao. de la Sauvagère, ar ger latin calonesus n'eo ken nemet ur stumm gresianek diwar kalos, pulcher e latin, ha nesos, insula, savet da vare ar roue gall Frañsez Iañ. [2]

KumunioùAozañ

Peder c'humun an enez a glot gant kumunioù kanton ar Gerveur : Bangor, Lokmaria-ar-Gerveur, Porzh-Lae ha Saozon.

IstorAozañ

War-dro 1687e voe lakaet markiz Vauban e-karg da sevel ar wikadell. Echuet e voe war-dro ar bloaz 1692.

Diskennidi Nicolas Fouquet (1615-1680), markiz ar Gerveur, o deus dalc'het an enezenn betek [[1719]. E domani ar roue e voe lakaet goude-se.

Dre feur-emglev an 18 Genver 1759 e voe lakaet Rannvro Breizh e-karg an enezenn evit kont ar Rrue dre c'houestl.

D'ar 7 Mezheven 1761, goude ur seziz hir, e voe aloubet an enezenn gant Bro-Saoz ; arsailhet e voe gant an amiral Keppel hag ar jeneral Hodgson. Difennet e voe gant kadarnded ar marc'heg De Sainte-Croix, a godianas gant enor.

Goude peoc'h 1763 e tistroas ar Gerveur' da Vro-C'hall.

XXvet kantvedAozañ

"Galeoù ar vugale"
 
Trevadenn-garc'har Haute-Boulogne

E 1902, Ministrerezh gall ar Justice a stalias e Porzh-Lae un drevadenn-garc'har evit fellerien yaouank, a voe lesanvet "galeoù ar vugale". Ur skol vartolodaj a oa eno : ul lestr-skol teirgwern a oa war ar sec'h e-kreiz porzh ar prizon, hogen ar vugale ned aent ket war vor. Dizale e voe astennet ar vac'h dre brenañ domani Bruté hag e dreiñ d'ur skol labour-douar ha mekanikerezh, evit degemer ha stummañ muioc'h a vugale.
E 1934 en em zispac'has ar vugale ouzh doareoù o bac'hadur : gwallgaset e vezent, kannet, gwallet a-wechoù. Hemolc'het e voent ; hogozik an holl a voe tapet gant an diwallerien, ha gant annezidi an enez en eskemm ouzh ur sammad arc'hant evit pep bugel.

Er bed a-bezh e voe brudet "galeoù ar vugale" ar Gerveur, met dalc'het e voe da vont en-dro betek 1977.

Enoret e voe ar vugale-se gant Jacques Prévert en e varzhoneg La chasse à l'enfant (en dastumad Paroles, 1946) ha gant Marcel Carné en e film La fleur de l'âge (1947).

Eil Brezel-bed
  • Nijerezioù B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) a gouezhas er Gerveur pe en donvor d'an enez : d'an 23 a viz Du 1942, unan kodet BN-U, lazhet e voe an dek nijour a oa en he bourzh ; d'ar 1añ a viz Mae 1943, daou garr-nij er mor nepell eus ar Gerveur, lazhet e voe seitek nijour, an tri nijour all a voe tapet gant an Alamaned ; d'an 28 a viz Even 1943, unan er mor nepell eus ar Gerveur ; lazhet e voe pemp nijour, ar pemp nijour all a voe tapet gant an Alamaned ; d'ar 4 a viz Gouere 1943, unan e donvor d'an enez, lazhet e voe an dek nijour.[3]
  • E Sankenn an Oriant edo an enezenn.[4]
  • Dieubet e voe ar Gerveur d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned ; prizoniet e voe 24 ofisour ha 1 003 is-ofisour ha milour ordin. [5]

SevenadurAozañ

SinemaAozañ

Adalek miz Kerzu 1946 betek miz Genver 1947 e troas ar filmaozour gall Jean Epstein (1897-1953) e film Le Tempestaire eno : e-touez annezidi an enezenn e tutaas-eñ e dudennoù.

TudAozañ

Tud bet ganet enoAozañ

Tud liammet gant ar gumunAozañ

IstorAozañ

KomedianedAozañ

SkrivagnerienAozañ

Marc Antoine Girard de Saint-Amant, Jacques Prévert, André Gide ; Gustave Flaubert en deus skrivet ul levr anvet Belle-Île.

Ardamezeg ar familhoùAozañ

  Aubert

brigader an arme; komandant Gerveur, aet da Anaon e 1708.

"en aour e dri penn gadgi en sabel".

  Fouquet,
markizien ar Gerveur e 1658
En argant e wiñver en gul

GevelliñAozañ

  Gwadeloup : Enez Mari-Galant (2007)

LevrlennadurAozañ

  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

LiammmoùdiavaezAozañ

Notennoù ha daveoùAozañ

  1. Marteville & Varin, war-lec'h Ogée, 1843.
  2. Meneget gant Ogée, ha Marteville & Varin.
  3. Pertes USAAF
  4. Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, p. 587.
  5. Roger Leroux, op. cit., p. 622.


  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.