Kenseurt
Kenseurt, pe kenseurtez, a lavarer eus pried ur roue pe rouanez, da ziskouez ne ren ket. Kentañ ma voe implijet a voe en amzer ar Rouanez Elesbed Iañ, a renas eus 1558 da 1603, hag a oa rouanez eus he ferzh-hi, ha ne oa ket evel pried ur roue.
-
Albert of Saxe-Coburg and Gotha, priñs kenseurt ar Rouantelezh-Unanet, dimezet d'ar rouanez Victoria.
-
Francisco de Asís de Borbón, roue kenseurt Spagn (1846-1868).
-
Philip Mountbatten, dug Dinedin, priñs kenseurt ar Rouantelezh-Unanet, dimezet d'ar rouanez Elesbed II.
Rouanezed o devoa pe roue kenseurt pe priñs kenseurt, izeloc'h e renk.
- Mari Iañ Bro-Saoz a oa rouanez Bro-Saoz ha war un dro rouanez kenseurt e Spagn, hag he fried Felipe II, roue Spagn, a oa roue kenseurt Bro-Saoz war un dro.
- Isabel II.
- Elesbed II.