4 Eost
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1532 : Stadoù Breizh, bodet e Gwened, a asant e vije staget Breizh ouzh Bro-C’hall.
- 1789 : er Vodadenn bonreizhañ broadel, e Pariz, e sav ar gannaded a-du gant dilezel dreistwirioù ar c’hêrioù hag ar proviñsoù evel re an nobled hag ar gloer.
- 1914 : aloubet eo Belgia gant armeoù Alamagn : gant ar Rouantelezh Unanet eo disklêriet ar brezel da Alamagn.
- 1944 :
- dieubet eo Roazhon gant pevare rann-arme houarnet ar jeneral amerikan John S. Wood.
- dieubet eo Dol, Gwened, Gwitreg, Kastell-Briant, Pondivi, Redon gant ar Gevredidi.
- harzet eo Anne Frank gant ar Gestapo en Amsterdam, a-gevret gant seizh Yuzev all.
- 1950 : deroù Gouelioù ar Bleun Brug e Kastell-Paol.
- 1962 : savet eo Cymdeithas yr Iaith Gymraeg e-pad skol hañv Plaid Cymru e Pontarddulais, e Kembre.
- 1970 : serret eo burev-kelaouiñ Apple Records.
- 1984 : Volta-Uhel a gemer an anv Burkina Faso.
Sportoù
kemmañ- 1907 : aet Tro Bro-C'hall gant Lucien Mazan (lesanvet Petit-Breton).
- 1908 : 12vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Brest ; trec'h eo François Faber (Luksembourg).
- 1936 : Emile Poilvé, gourener gall, a ya da gampion olimpek er rummad Dieub e Berlin.
- 1948 : Micheline Ostermeyer, atletourez c'hall, a ya da gampionez olimpek ar bannañ pouez e Londrez.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1792 : Percy Bysshe Shelley, barzh saoznek.
- 1805 : William Rowan Hamilton, matematikour ha fizikour iwerzhonat.
- 1859 : Knut Hamsun, skrivagner norvegek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh.
- 1883 : René Schickele, skrivagner elzasat.
- 1884 : Henri Cornet, reder war varc'h-houarn gall, gounideg eil Tro Bro-C'hall e 1904.
- 1901 : Louis Armstrong, kaner ha soner jazz amerikan.
- 1926 : Alfredo Di Stéfano, melldroader ha gourdoner arc'hantinat.
- 1937 : Thierry Roland, kazetenner ha displeger sport gall.
- 1960 : Jose Luis Rodriguez Zapatero, politikour spagnol.
Marvioù
kemmañ- 1060 : Herri Iañ, roue ar Franked eus 1031 betek e varv (1008).
- 1875 : Hans Christian Andersen, skrivagner danek.
- 1963 : Palmyre Levasseur, aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.
- 1999 : Victor Mature, aktour stadunanat.
Lidoù
kemmañ- Sant an deiz : Santez Aourgen