Henri Cornet
Henri Cornet (Henri Jardry e anv gwir) a oa ur reder war varc'h-houarn, bet ganet d'ar 4 a viz Eost 1884 e Desvres (Pas-de-Calais).
Gounezet e oa bet 2l Tro Bro-C'hall gantañ e 1904 da geñver degouezhioù dreistordinal. Aet e oa bet ar maout gantañ en 3de tennad-hent etre Marselha ha Toloza. Erruet e oa e Pariz, renket da 5vet ha dre ma oa bet divarrekaet ar pevar reder kentañ (Maurice Garin, Lucien Pothier, César Garin ha Hippolyte Aucouturier) e oa deuet da vezañ yaouankañ (19 vloaz, 11 miz hag 20 deiz d'an ampoent) gounideg an Dro. E daol-kaer nemetañ e voe, evitañ da vezañ gounezet ar redadeg Pariz-Roubaix e 1906.
Aet e oa bet da Anaon d'an 18 a viz Meurzh 1941 e Prunay-le-Gillon (Eure-et-Loir).