Pas-de-Calais
Pas-de-Calais | |
---|---|
![]() | |
Anv pikardek | Pas-d'Caleus, Pas-Calés |
Melestradurezh | |
Riez | ![]() |
Rannvro | Hauts-de-France |
Pennlec'h (prefeti) |
Arras |
Isprefetioù | Béthune Boulogne-sur-Mer Calais Lens Montreuil Saint-Omer |
Prezidant ar c'huzul-departamant | Jean-Claude Leroy (PS) |
Prefed | Fabien Sudry |
Kod EBSSA | 62 |
Kod ISO 3166-2 | FR-62 |
Kod Eurostat NUTS-3 | FR302 |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 1 462 167 ann. (2020)[1] |
Stankter | 219 ann./km² |
Douaroniezh | |
Kenurzhiennoù | |
Gorread | 6 671 km² |
Adrannoù | |
Arondisamantoù | 7 |
Pastelloù-bro | 12 |
Kantonioù | 39 |
Etrekumuniezhioù | 19 |
Kumunioù | 891 |
kemmañ ![]() |
Ar Pas-de-Calais (distaget [pɑ d(ə) kalɛ]) zo un departamant, en hanternoz Bro-C'hall, er rannvro Hauts-de-France. Arras eo ar pennlec'h anezhañ, hag an 62 an niverenn lakaet dezhañ.
An anvAozañ
Dont a ra an anv "Pas-de-Calais" (a dalv kement ha "strizh-mor Calais" e brezhoneg) eus ar strizh-mor etre Mor Breizh ha Mor an Hanternoz.
IstorAozañ
Evel ar pep brasañ eus departamantoù ar Frañs eo bet savet d'ar 4 a viz Meurzh 1790. Evit e sevel ez eus bet unanet un darn eus Pikardi (ar Boulonnais), gant Artez.