Strizh-mor Dover
Strizh-mor Dover (Strait of Dover e saozneg; Pas de Calais e galleg; Nauw van Kales e nederlandeg; Fretum Gallicum er skridoù latin) eo anv ar strizh-mor etre Mor Breizh ha Mor an Hanternoz, hag etre Calais, e Bro-C'hall, ha Dover, e Bro-Saoz.