Louis Le Pelletier, pe Dom Louis Le Pelletier, pe Loeiz ar Pelleter a-wechoù e brezhoneg (1663, Le Mans - 1733, Landevenneg), zo ur manac'h ha geriadurour brezhonek. Mervel a reas en abati Landevenneg e 1733.

E vuhezAozañ

Ganet e oa e Le Mans e 1663. Mont a reas da vanac'h da Saumur, gant kenvreuriezh veneat Saint-Maur. E 1725 ez eas da Landevenneg, ha goude da abati Lokmazhe Penn-ar-Bed e-pad eizh vloaz. Eno e teskas brezhoneg.

OberennAozañ

Savet en deus ur geriadur etimologel brezhoneg-galleg a chomas e stumm ur dornskrid, bloaziet eus 1716, a-raok dezhañ bezañ adkavet gant Pêr-Hiasint Moris, manac'h beneat evel ar Pelleter, hag embannet e 1752, 20 vloaz-rik war-lerc'h embannidigezh geriadur Gregor Rostren. Klokoc'h eo an dornskrid eus 1716 eget al levr bet embannet goude e varv e 1752. E rakskrid e c'heriadur e sav ar Pelleter a-enep d'ar yezh komzet pe skrivet alies gant ar vourc'hizien ha kêriz. Rebech a ra dezho komz ur yezh fall enni gerioù galleg e-leizh : breton bourgeois, pe breton des villes, c'est à dire du françois terminé ou ajusté à la prononciation bretonnesque.

Gant ar Pelleter e voe eilskrivet an darn eus geriadur Harinkin zo deuet betek ennomp; geriadur Harinkin a oa bet implijet gant Gregor Rostren evel meneget gantañ en e rakskrid, met ne chom anezhañ nemet ar pezh a oa bet dalc'het gant ar Pelleter. Aozet hag adembannet eo bet ar pezh a chom eus oberenn Harinkin gant Gwenole ar Menn e 1979. Echuet eo bet dornskrid ar Pelleter e 1716 hag embannet geriadur Gregor e 1732. Gregor a lavar en e rakskrid eo bet o labourat e-pad daouzek vloaz war e c'heriadur a voe kroget e-tro 1720 neuze, pevar bloaz goude savidigezh dornskrid e c'heriadur gant ar Pelleter. Ne seblant ket geriadur Harinkin bezañ bet moullet. Goulakaat a c'haller ober neuze e voe prestet dornskrid geriadur Harinkin da Gregor a Rostrenenn gant ar Pelleter daoust ma n'eus prouenn ebet a gement-se.

Ur skouerenn eus geriadur ar Pelleter zo e levraoueg Roazhon.

LevrlennadurAozañ

  • Dictionnaire de la Langue bretonne où l'on voit son antiquité, son affinité avec les anciennes langues, avec l'étymologie de plusieurs mots des autres langues. Roazhon, 1752.
  • Le Dictionnaire breton de Harinquin, Geriadur Harinkin (1699), Hor Yezh, stagadenn d'an niv. 125, Ebrel 1979.