Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar c'herdarzhadurezh, pe an etimologiezh, eo studi istor ar gerioù, da lavaret eo o ereadur adal o stumm hag o arver a-vremañ betek ar stad koshañ anezho a c'haller testeniekaat.

Orin ar gerioù

kemmañ

Dont a ra ar ger gerdarzhadurezh, a zo ger + tarzh + -adurezh, drevezadenn eus ar ger kembraek geirdarddiad.
Ar ger etimologiezh a zeu eus al latin etymologia, ger kevrennek savet diwar ar henc'hresianek étumos (ἔτυμος) « gwir » ha -logia (-λογια) (tennet eus lógos « prezeg, poell »), dre ar galleg étymologie.

Ar gerdarzh

kemmañ

Stumm orin ar ger eo ar gerdarzh, a vez kemmet goude un emdroadur en e zistagadur peurliesañ, hag un emdroadur en e ster alies-mat, dreist-holl pa vez estren orin ar ger. Alies a-walc'h e vez kavet ar gerdarzh er yezh vammenn.
Un trede doare eo an nevezc'heriañ, da lavaret eo ar goveliañ gerioù nevez en ur yezh evit bastañ da ezhommoù nevez : un nevezc'her eo ar brezhoneg poellgomz (Daveoù a vank), a zo bet goveliet evit treiñ ar ger saoznek smartphone ; diwar gwriziennoù estren e vez nevezc'heriet, evel er galleg téléphone (gregach têle "pell" + phônê "mouezh, son"), pe diwar gwriziennoù a zo er yezh dija, evel pellgomz (pell + komz).

Ar soniadoniezh (Daveoù a vank), a bled gant ar sonioù, hag ar steroniezh(Daveoù a vank), a bled gant ar ster, eo an daou hent a heulier evit kavout gerdarzh ar ger-mañ-ger.
Gant ar skridoù koshañ e vez skoret an enklaskoù, ha gant an enrolladennoù ivez abaoe ma'z eur bet gouest da enrollañ sonioù.

Emdroadur ar sonioù

kemmañ

A-viskoazh ez eus tremenet gerioù eus un eil yezh d'eben, ha techet eo ar yezhoù da azasaat kement ger a zegemeront ouzh o doare dibar da zistagañ ar vogalennoù hag ar c'hensosennoù.
Da skouer, al latin petra "maen" a roas an anv-badez Pêr e brezhoneg. Ne c'halle ket Petra chom evel ma oa en abeg d'ar ger brezhoneg "petra" ; diwar levezon ar stumm gallek Pierre /pjɛr/ e teuas "Pêr", hag en abeg da daol-mouezh kreñv ar brezhoneg ne c'halled ket distagañ /'piɛr/ e-lec'h /pjɛr/ ; Pezr eo bet ar stumm brezhonek koshañ neuze, dre steudiadur /i/ ha dre emdroadur an /t/ latin e /z/ hervez lezennoù distagadur ar brezhoneg, kent bezañ Pêr /pɛ:r/, an tired-kognek o verkañ dre skrid ar /z/ a zo aet da get, koulz hag astenn ar vogalenn /e/ en abeg d'ar steuziadur-se end-eeun.[1]
Ur skouer all zo gant ar ger gallek jamais, /ʒamɛ/, a zo troet da "james" /'ʒãməs/ e brezhoneg : pouezet ez eus bet war ar silabenn gentañ, hag astennet ar vogalenn, hervez boazioù ar brezhoneg.

Emdroadur ar sterioù

kemmañ

Boutin d'ar galleg éventuellement ha d'ar saozneg eventually eo ar ger latin eventus "degouezh" hogen disheñvel eo ar sterioù hervez ar yezh : kement ha "diouzh an degouezh" e talvez éventuellement, pa dalv eventually kement hag "en diwezh".

Notennoù

kemmañ
  1. An hevelep emdroadur a weler gant /s/ e galleg : maistre > maître /mɛtʀ/, mesme > même /mɛm/, teste > tête /tɛt/, an /s/ o treiñ da vut bewech, pa veze distaget gwechall.

Pennadoù kar

kemmañ