Drevezadenn (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen drevezadenn (saozneg : calque) war dachenn ar geriaouiñ hag an dermenadurezh evit komz eus ur ger pe un termen amprestet digant ur yezh all en ur dreiñ ster elfennoù an termen orin ger-ha-ger pe gwrizienn-ha-gwrizienn, da skouer "skrab-oabl" troet ger-ha-ger diwar ar saozneg "skyscraper" pe "logodenn" war dachenn an urzhiataerezh troet ivez diwar ar saozneg "mouse".

Disheñvel eo un drevezadenn diouzh un amprest degemeret en ur yezh war-eeun digant unan all hep na vije troet an elfennoù orin.

Drevezadennoù ha/pe amprestoù bet kemmet o stumm orin eo anvioù deizioù ar sizhun e brezhoneg, troet, evel e meur a yezh europek all hag evel an holl yezhoù keltiek, diwar al latin :

"Dilun" Dies Lunae ("deiz al Loar")
"Dimeurzh" < Dies Martis ("deiz Meurzh")
"Dimerc'her" < Dies Mercurĭi ("deiz Merc'her")
"Diriaou" < Dies Jovis ("deiz Yaou")
"Digwener" < Dies Venĕris ("deiz Gwener")
"Disadorn" < Dies Saturni ("deiz Sadorn")
"Disul" < Dies Solis ("deiz an Heol")

Alies e kaver an hevelep drevezadenn e meur a yezh war un dro peurliesañ abalamour d'al liammoù sevenadurel kenetreze, da skouer :

saozneg: honeymoon
> galleg: lune de miel
> katalaneg: lluna de mel
> spagnoleg luna de miel
> portugaleg: lua-de-mel
> italianeg: luna di miele


Gwelit ivez

kemmañ