Amprest (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen amprest (saozneg : loanword) war dachenn ar geriaouiñ hag ar dermenadurezh evit komz eus ur ger o tont eus ur yezh bet degemeret en ur yezh all hep ma vije troet elfenn ebet eus ar ger orin, da skouer ar brezhoneg "sferenn" digant ar galleg "sphère", bet amprestet d'e dro digant an henc'hresianeg "σφαῖρα".

Disheñvel eo un amprest rik neuze diouzh un drevezadenn (pe "calque") ma vez troet ster ar gerioù orin, da skouer "skrab-oabl" troet ger-ha-ger diwar ar saozneg "skyscraper" pe "logodenn" war dachenn an urzhiataerezh troet ivez diwar ar saozneg "mouse".

Gant yezhoù 'zo, pa vez amprestet gerioù bet amprestet digant yezhoù all, e vezont treuzfeurmet evit o lakaat da sentiñ ouzh ar reolennoù fonotaktikel boas evit dizober lieskensonennadoù orin, da skouer e japaneg テーブル (tēburu) digant ar saozneg table ("taol"). Ken alies all avat ne douj ket seurt amprestoù da reolennoù fonotaktikel boas ar yezh ma vezont degemeret ganti ha diwar-se e sav lieskensonennadoù amreizh e-keñver struktur boas fonologiezh ar yezh-se, da skouer e brezhoneg al lieskensonennad "sf-" kavet e penn-kentañ un nebeud amprestoù nemetken, d.s. "sferenn" diwar an henc'hresianeg σφαῖρα.

Peurliesañ e vez amprestet gerioù eus ar rummad gerioù digor, da skouer anvioù ha verboù evit gerioù eus ar rummad gerioù kloz ha tennañ a reont ken alies all da elfennoù sevenadurel o tont eus an diavaez, da skouer anvioù loened estren, pe nevezc'herioù teknikel, o tont hiziv stankoc'h-stankañ eus ar saozneg e hogozik holl yezhoù ar bed.

Amprestet e c'hell bezañ ivez kengerioù, dreist-holl evit a sell ouzh gerioù teknikel pe desket, da skouer "hektometr" diwar an henc'hresianeg "έκατό(ν)" ("kant").

Sevel a ra tud 'zo a-enep-krenn da seurt amprestoù alies a-walc'h, dreist-holl pa gav dezhe ez eus ul liamm galloud dizingal etre an div yezh. E brezhoneg da skouer e klasker alies "glanaat" ar yezh dre skarzhañ diouti gerioù deuet diwar ar galleg hag e galleg eo bet klasket skarzhañ diouzh ar yezh-se ar gerioù o tont mui-ouzh-mui diwar ar saozneg, dreist-holl war dachennoù teknikel.

Gwelit ivez

kemmañ