Broioù al Liger

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Broioù al Liger | |
---|---|
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | Pays de la Loire |
Melestradurezh | |
Riez | ![]() |
Pennlec'h (prefeti) |
Naoned |
Prezidant(ez) ar c'huzul-rannvro Amzer gefridi |
Christelle Morançais 2015-2021 |
Prefed(ez) | Claude d'Harcourt |
Kod INSEE | 52 |
Lec'hienn web | http://www.paysdelaloire.fr/ |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 3 832 120 ann. (2020)[1] |
Stankter | 119 ann./km² |
Douaroniezh | |
Kenurzhiennoù | |
Gorread | 32 082 km² |
Adrannoù | |
Departamantoù | Liger-Atlantel, Vande, Mayenne, Sarthe, Maine-et-Loire |
Niver arondisamantoù | 16 |
Niver kantonioù | 107 |
Niver etrekumuniezhioù | |
Niver kumunioù | 1 238 |
kemmañ ![]() |
Broioù al Liger pe Pays de la Loire (hervez an anv ofisiel) zo unan eus rannvroioù Bro-C'hall, krouet gant ar gouarnamant gall e 1955, war-lerc'h ur rannvro velestradurel krouet e 1941. Pemp departamant zo bodet enni : Maine-et-Loire, Sarthe, Mayenne, Vande ha Liger-Atlantel. Da lavarout eo emañ e-barzh ar memes rannvro:
- lodenn greisteiz Breizh,
- ar proviñsoù gall Anjev (departamant Maine-et-Loire hiziv) ha Maine (departamantoù Mayenne ha Sarthe bremañ),
- lodenn gwalarn Poatev, gant departamant ar Vande.
Orin ar rannvroAozañ
E-pad an Dispac'h Gall, d'ar 4 a viz Meurzh 1790 e voe rannet Breizh e pemp departamant : Morbihan, Finistère, Côtes-du-Nord, Ille-et-Vilaine ha Loire-Inférieure.
E 1941 e voe krouet div rannvro gant an dekred Pétain-Darlan :
- ur rannvro Bretagne, hep al Loire-Inférieure
- ha rannvro al Liger, Añje he c'hêr-benn, gant al Loire-Inférieure met hep ar Vendée ha gant an Indre-et-Loire.
Er bloavezhioù 1960 ha 1970 e teu da vezañ ur rannvro velestradurel hep goulenn meno ar geodederien nag hini an dilennidi.
Brudañ ar rannvroAozañ
Broioù al Liger a vije ar rannvro c'hall hag a zispign ar muiañ evit en em vrudañ. (Daveoù a vank) Ur skoed ardamez zo bet krouet, met n'en deus reizhegezh istorel ebet. N'eus ket pell ez eus bet ijinet ul logo nevez ivez.
Kalz burutelladennoù zo diwar he c'hont. Ar gevredigezh, Breizh Adunvan, a stourm evit adunvaniezh Breizh abaoe ar bloavezhioù 1970.
An diversivie eo anv he c'houlzad ziwezhañ, diwar-benn liested ar rannvro. Luadennoù zo bet ijinet diwar-benn annezidi nevez ar rannvro, ar re diversiviens. Kaoz zo eus ur c'hleñved nevez : al ligériose.
Klask gwrizioù Broioù al Liger en IstorAozañ
Hervez darn e oa dija eus Broioù al Liger en amzer ar C'halianed: [1]
Broioù al Liger war ar c'hirri-tanAozañ
Abaoe m'eo kemmet ar plakennoù kirri-tan e vez lakaet arouez rannvro Broioù al Liger war girri Bretoned Bro-Naoned, met ingalet ez eus bet ivez gant emsaverien pegsunioù war skouer reoù rannvro Breizh da begañ war-c'horre.
2018 : ur gêriadenn tennet digant Broioù al Liger evit he lakaat er Rannvro BreizhAozañ
- D'an 1 a viz Genver 2019 e vo staget tennet La Lamberdais digant ([ https://www.ouest-france.fr/pays-de-la-loire/mouais-44590/mouais-la-lamberdais-va-devenir-bretonne-6035153?utm_source=dlvr.it&utm_medium=facebook]).
LevrlennadurAozañ
- François Lebrun, Histoire des Pays de Loire, éd. Privas, coll. Univers de la France, 1972. Abaoe 1972 eta e vez klasket brudañ ar broioù-se.