Sarthe (departamant)
Sarthe | |
---|---|
![]() | |
Melestradurezh | |
Riez | ![]() |
Rannvro | Broioù al Liger |
Pennlec'h (prefeti) |
Ar Mañs |
Isprefetioù | La Flèche Mamers |
Prezidant ar c'huzul-departamant | Dominique Le Mèner (UMP) |
Prefed | Nicolas Quillet |
Kod EBSSA | 72 |
Kod ISO 3166-2 | FR-72 |
Kod Eurostat NUTS-3 | FR514 |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 566 993 ann. (2020)[1] |
Stankter | 91 ann./km² |
Douaroniezh | |
Kenurzhiennoù | |
Gorread | 6 206 km² |
Adrannoù | |
Arondisamantoù | 3 |
Pastelloù-bro | 5 |
Kantonioù | 21 |
Etrekumuniezhioù | 16 |
Kumunioù | 354 |
kemmañ ![]() |
Ar Sarthe a zo unan eus departamantoù Frañs (niverenn 72) e kornôg Frañs e rannvro Broioù al Liger. Ar Mañs eo ar pennlec'h anezhañ.
Arondisamantoù ar Sarthe :
DouaroniezhAozañ
E anv a zeu eus ar stêr Sarthe a red eus Norzh da Su an departamant war-zu al Liger dre ar Maine, e departamant Maine-et-Loire. Kavout a reer ivez an Huisne hag al Lez.
Estreget kêr ar Mañs eo dreist-holl maezioù a gaver ennañ, gant ar c'harzhaoueg. An Norzh a zo heñvelikoc'h ouzh Normandi eget an Su. Al lodenn vrasañ eus an departamant zo plaen, nemet e gwalarn anezhañ emañ Alpoù Sarthe, menezioù izel-awalc'h (217 m. war menez Haut-Fourché). La Flèche eo eil brasañ kêr an departamant.
IstorAozañ
Savet e oa bet da heul Dispac'h Frañs d'ar 4 a viz Meurzh 1790. A-raok e rae ar Sarthe hag ar Mayenne un broviñs nemetken, proviñs ar Maine.
Tud brudetAozañ
- Herri II, kont Anjev, Maine ha Touraine, dug Normandi, roue Bro-Saoz.
- François Fillon, ganet er Mañs, bet maer Sablé-sur-Sarthe, kentañ ministr Bro-C'hall etre 2007 ha 2012.