Emgann Verdun (1916)

Emgann Verdun (Bataille de Verdun) zo un emgann eus ar Brezel-bed kentañ padet e oa eus an 21 a viz C'hwevrer d'an 19 a viz Kerzu 1916 e-kichen Verdun e Bro-C'hall graet Région Fortifiée de Verdun anezhi er mare-se, etre an armeoù gall hag alaman. Prientet e oa bet gant ar jeneral von Falkenhayn, penn an arme alaman, evel un emgann a oa e bal « diwadañ net an arme c'hall »[1] dindan ur glav obuzioù. Hogos ken koustus e vo avat evit an arme alaman hag evit ar C'hallaoued. 300 000 soudard a varvas, 163 000 soudard gall ha 143 000 alaman. Echuiñ a reas an emgann gant un distro da stad an traoù araozañ. E-pad an amzer-se, eus miz Gouere da viz Du en em ganne an arme saoz en emgann la Somme, ken gwadus all ha gant disoc'hoù ken dister all.

Kartenn Emgann Verdun.
fozioù-difenn e biz Bro-C'hall

Ar steuñv diazez evit an Alamanted a oa tapout uhelderioù ar rannvro ha gortoz kuzhet hag armet mat an tagadennoù gall evel ma oa bet boaz a-raok er brezel. Eil Emgann Champagne a oa c'hoarvezet dres evel-se, riset e oa bet ar soudarded gall o klask adpakañ an tiriadoù kollet.

Verdun a voe, evel Emgann la Somme, ur gentel spontus a vo komprenet gant lod damkaniourien alaman. Stabilded an talbenn, daoust d'an niver a soudarded en argadoù, a zeu eus ezvezañs karbedoù hobregonet : e 1940 e kouezho Verdun e 24 eurvezh dindan tennoù ar panzerioù. Modernelezh ar ganolierezh a laka rampo an nerzhioù lu engouestlet.

Gant ma oa fall an amzer e voe rediet d'an Alamanted reiñ dale d'an dagadenn. D'an 21 a viz C'hwevrer 1916 e oa kroget. E-penn kentañ e voe trec'hioù brav gant an Alamanted, Kreñvlec'h Douaumont a voe paket e-pad tri devezh kentañ an argadenn. Goude-se e voe diaesoc'h d'an Alamanted mont war-raok en desped d'ar c'holloù ramzel gant Bro-C'hall.

D'ar 6 a viz Meurzh, 20 1⁄2 divizion gall a oa e Verdun gant difennioù kalz gwelloc'h bet savet. Pétain a roe an urzh da chom hep kilañ met ouzhpenn-se e redie an divizionoù c'hall da glask enepargadiñ an Alamanted. An urzhioù-se a lakaas da bignaat uheloc'h c'hoazh ar c'holloù evit al lu gall. Flastret e oa an droadegiezh gant ar c'hanolierezh Alaman.

Fort Douaumont a-raok an emgann.
Fort Douaumont goude an emgann.

D'an 29 a viz Meurzh e oa kroget ar c'hanolierezh gall da dennañ dizehan war kostez Kornôg an dachenn emgann. Al lec'hioù difenn alaman a oa bombezet kreñv, ar c'holloù eus o tu a oa aet war-gresk kalz. E-pad miz Meurzh, an argadenn alaman a oa kaset etrezek ribl kleiz ar ster Meuse. Ar pal a oa da bakañ an dachenn implijet gant ar al lu gall evit sturiañ an tennoù kanol etrezek fozioù-difenn an Alamanted hag a oa en uhelderioù. An Alamanted a zeuas a-benn da vont war-raok met stanket e voent gant skoazelloù nevez erruet eus tu Bro-C'hall. Tost e oant eus ar palioù da dizhout met stanket.

E-penn kentañ miz Mae, an Alamanted a gemme kadoniezh ar pal a oa bremañ da seveniñ argadennoù lec'hel hag enepargadennoù pa oant taget gant an arme gall. Ar C'hallaoued a brofitas evit tagañ Kreñvlec'h Douaumont. Ar C'hallaoued a zeuas a-benn da adtapout ul lodenn eus al lec'h met an enepargadennoù Alaman a voe drastus. Kollet e voe al lodennoù adtapet, kalz brizonidi brezel a oa bet graet gant an Alamanted. An Alamanted a oa rediet kemmañ o doareoù d'ober.

E miz Mae/Even e voe kroget gant tagadennoù Alaman war bep ribl eus ar stêr Meuse er memes-tro. E miz Even e oa bet aloubet Kreñvlec'h Vaux goude stourmoù feuls taer a-berzh gwarnizon al lec'h. Goude kodianidigezh ar gwarnizon enoret gant ar soudarded alaman, Sylvain-Eugene Raynal an ofiser penn a voe kaset dirak ar C'hronprinz hag enoret ivez.

Emgann Verdun a badas 303 devezh hag a zo chomet unan eus emgannoù gwadusañ istor Mab-den. Er bloavezh 2000 e voe istimet e oa bet 714 231 koll brezel (lazhet, gloazet ha steuziet), 377 231 evit ar C'hallaoued ha 337 000 e-kostez an Alamanted. Keidenn ar c'holloù dre miz a oa 70 000. Evit studiadennoù er bloavezhioù 2010 e vefe uheloc'h ar c'holloù gant 976 000 e-pad an emgann, hag 1 250 000 e Verdun a-hed ar brezel a-bezh.

Adkemer er sevenadurAozañ

FilmoùAozañ

LevrlennadurAozañ

  • Christophe Gué, « Verdun », in François Lagrange (dir.), Inventaire de la Grande Guerre, Universalis, 2005.
  • Jean-Jacques Becker, Dictionnaire de la Grande Guerre, Bruxelles, André Versaille éditeur, 2008.
  • Alexandre Niess « Du Chemin des Dames à Verdun. Caractéristiques de la mémoire de la Première Guerre mondiale dans les monuments aux morts de la Zone Rouge » in Dan Brewer, Patricia Lorcin (dir.), Spaces of War. France and the Francophone World, University of Minnesota, à paraître en 2008.

NotennoùAozañ