Jan Deloof zo ur Flandrezad a oar brezhoneg hag en deus embannet meur a droidigezh diwar hor yezh e nederlandeg. Ganet eo bet Jan Deloof e Zwevegem d'ar 7 a viz Mae 1930. War e amzer vak en deus kenlabouret gant kelaouennoù sevenadurel eus Flandrez evel Ons Erfdeel, Septentrion, Kruispunt. Desket en deus brezhoneg ivez ha tapet en deus ar Priz Roparz Hemon e 2007, evit e droidigezhioù diwar hor yezh en e hini :

  • Breizh Izel, het oude land der Kelten (1969)
  • Maar nog zingt Bretanje (1969)
  • Bretanje is weer poëzie (1981)
  • Voor een Stem in het koor (1990).
  • N'em eus lec'h all ebet/Ik heb geen ander land (1998)
  • Land der vaderen (2000) Ik heb geen ander land (2017)

Geriadur

kemmañ

E 2004 e oa bet embannet gant Yoran Embanner ur geriadurig brezhoneg-nederlandeg, diwar e zorn. Ouzhpenn se en deus savet ur geriadur brezhoneg-nederlandeg brasoc'h, zo bet lakaet enlinenn war Internet :