Aber
- Anv ur gelaouenn vrezhonek eo Aber ivez. Sellit ouzh Aber (kelaouenn).
An aber (anv gourel pe venel) eo lodenn izelañ ha ledanañ genoù ur stêr, ma teu ar mor enni, setu perak e vez izeloc'h pe uheloc'h an dour diouzh ma vez tre pe lanv.

N'eo ket heñvel ar gwel war an aber hervez liveoù al lanv : leun-chouk gant an dour pa ya al lanv en e live uheloc'h ha peuzgoullo ha lec'hidek d'an izelvor. Peurliesañ e vez aberioù brasoc'h ha hiroc'h war an aodoù roc'hellek ha pa vez bras al liveoù diwar tro al lanv.
Ur pouez bras a ya gant an aberioù e-keñver o rolloù armerzhel hag ekologiezhel.
E penn uhelañ an aberioù e kaver alies ar perzhier pennañ, evel e Breizh. War o genoù emañ staliet perzhier ivez. Meur a gêr a vez staliet war daou du un aber.
War riblennoù an aber hag e-barzh an aber e-unan e kaver takadoù gleb, lec'hioù buhezek eus ar gwellañ. Eno e vev amprevaned, buzhug, laboused hag meur a grigner. Eno e vev pesked ha kregin ha ur roll dibar o deus an takadoù gleb evit ar beskerezh.
StêranvadurezhAozañ
Ar ger aber a gaver en un nebeud anvioù stêrioù e Bro-Leon hag e Bro-Gerne, ha muioc'h c'hoazh e Kembre. Un toullad anvioù a gaver e Bro-Skos ivez.
BreizhAozañ
- an Aber en Arzhon, bro Gwened,
- Aberig Kersent e Landunvez,
- an Aber e Kraozon,
- an Aber-Benniget (a-wechoù an Aber-Benead) e Lanniliz,
- an Aber-Ac'h
- an Aber-Ildud
- an Aberig e Porsal
- ul lec'h anvet an Aber etre Rosko ha Santeg
KembreAozañ
- Aber a gaver e kalz anvioù-lec'hioù, met kember eo ar ster alies p'e gaver en douaroù, evel en Aberhonddu;
- Aber a lavarer dre verrdro eus lec'hioù zo:
Hir eo roll an anvioù-lec'hioù all:
- Aber (Ceredigion),
- Aberaeron, Aberaman,
- Abercarn, Abercastell, Abercraf, Abercych, Abercynon,
- Aberchwiler, e Sir Ddinbych
- Aberdâr, Aberdaugleddau,
- Aberedw, Abereiddi,
- Aberffrwd
- Abergwaun, Abergwili,
- Aberhafesb, Aberhonddu, Aberhosan
- Aberllydan, Aberllynfi
- Aber-miwl
- Abernant
- Aberogwr
- Aberporth
- Aberriw
- Abersychan
- Abertridwr
- Aberysgir
Bro-SkosAozañ
- Aberarder, Aberargie,
- Aberbothrie,
- Abercairney, Aberchalder, Aberchirder, Abercorn, Abercrombie,
- Aberdalgie, Aberdeen, Aberdour,
- Aberfeldy, Aberfoyle,
- Abergairn, Abergeldie,
- Aberlady, Aberlednock, Aberlemno, Aberlour,
- Abermilk,
- Abernethy,
- Aberscross, Abersky,
- Abertarff, Abertay,
- Aberuchill, Aberuthven,
- Abriachan,
- Applecross,
- Arbirlot,
- Arboll,
- Arbuthnott,
- Arbroath (gwechall Aberbrothick - Obar Bhrothaig),
- Fochabers, Kinnaber, Lochaber, Slongaber
- Obar Neithich (Nethybridge),
Un aspadenn int eus ar brezhoneg a veze komzet en Hanternoz kozh.
E gallegAozañ
Kavout a reer aber e lec'hanvadurezh c'hallek Bro-Leon (Pays des Abers), met ria a vez lavaret eus aberioù all Breizh.
Pennadoù karAozañ
- Kember
- Kemper
- en:Aber and Inver (placename elements) (Aber hag Inver el lec'hanvioù, pennad er Wikipedia saoznek)