Abereiddi
Abereiddi (skrivet Abereiddy e saozneg) zo ur gêriadenn vihan e kornôg Sir Benfro. Emañ en arvor, e gwasked beg-douar Penclegyr, hanter-hent etre Tyddewi hag Abergwaun.
Tremen a ra Gwenodenn Arvor Sir Benfro a-hed an aod. Gwelet a reer aspadennoù eus ar porzhig a veze implijet gwechall da gas kuit ar mein-glas eztennet er vro, a-raok ma vefent kaset dre borzhig Porth-gain, pelloc'hik en hanternoz.