Gwenodenn Arvor Kembre
Gwenodenn Arvor Kembre zo ur wenodenn hir a-hed arvor Kembre, abalamour d'an dud da c'hallout kerzhet a-hed an aod. En em astenn a ra a-hed 1 400 km, adalek Queensferry, war lez aber ar stêr Dyfrdwy, er biz, betek Cas-gwent er gevred[1] Digoret e oa bet ar wenodenn ent-ofisiel d'ar 5 a viz Mae 2012, met savet eo bet diwar unaniñ meur a wenodenn goshoc'h, evel Gwenodenn Arvor Enez Mon pe Gwenodenn Arvor Sir Benfro. Tremen a ra ar wenodenn dre zaou bark natur ha dre veur a dachad natur gwarezet all.[2].
Tremen a ra ar wenodenn tostañ ma c'haller d'an aod hervez lezenn en ur zerc'hel kont eus an dañjer pe eus perc'henniezh an douar[3].
Mont a ra 8 gwenodenn d'ober Gwenodenn Arvor Kembre :
- Gwenodenn Arvor Hanternoz Kembre : etre Queensferry ha Penmaenmawr
- Gwenodenn Arvor Enez Mon: etre Biwmares ha Niwbwrch
- Gwenodenn Arvor Llŷn: etre Bangor ha Aberdyfi
- Gwenodenn Arvor Ceredigion: etre Machynlleth hag Aberteifi
- Gwenodenn Arvor Sir Benfro: etre Abergwaun hag Amroth
- Gwenodenn Arvor Sir Gaerfyrddin: etre Pentwyn ha Llanelli
- Gwenodenn Arvor Ledenez Gŵyr ha Bae Abertawe: etre Casllwchwr ha Margam
- Gwenodenn Arvor Kreisteiz Kembre hag Aber Hafren: etre Y Barri ha Cas-gwent