]]

Biwmares
bourc'h
Anv ofisielBeaumaris, Biwmares Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadBeaumaris Kemmañ
Kontelezh istorelAnglesey Kemmañ
Daveennoù douaroniel53°15′47″N 4°5′38″W Kemmañ
AotrouniezhBeaumaris Town Council Kemmañ
Staget ouzhNiwbwrch Kemmañ
Kod-postLL58 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.beaumaris.org.uk/ Kemmañ
Kod pellgomz an takad01248 Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveySH6076 Kemmañ
Map

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Biwmares (Beaumaris e saozneg) zo ur gêr e gevred Enez Mon e Kmebre, war ribl ar Menai. Un anv normanek zo d'ar gêr hag a dalvez geun brav (beau marais e galleg).

Savet e voe Biwmares evel m'emañ bremañ e dibenn an XIIIvet kantved, goude aloubadeg Enez Mon gant ar roue saoz Edouarzh Iañ. Lakaat a reas sevel ur c'hastell en ul lec'h ma oa ur gêriadenn anvet Llan-faes. Skarzhet e voe tud ar gêriadenn, kaset e voent da Niwbwrch, ha dont a reas Saozon d'ober o annez er gêr nevez e-kichen Kastell Biwmares, a oa unan eus kreñvlec'hioù saoz hanternoz Kembre, evel Kastell Caernarfon, Kastell Harlech pe c'hoazh Kastell Conwy.

Hiziv n'eo ket Biwmares ur greizenn velestraduel a bouez ken : e Llangefni emañ Kuzul kontelezh Mon (Sir Fôn). Derc'hel a ra Biwmares da vezañ ul lec'h darempredet koulskoude, gant miliadoù a douristed o tont di bep bloaz.