Kalvar Plougastell-Daoulaz
Kalvar Plougastell a oa bet savet dirak iliz parrez Plougastell etre 1602 ha 1604. C'hoant o doa bet Plougastelliz da drugarekaat an Doue o doa pedet da vezañ lakaet un termen d'ar vosenn he doa graet he reuz er vro betek ar bloaz 1598.
MONUMANT ISTOREL |
---|
Kalvar Plougastell gwelet eus tu ar reter |
Savet eo bet ar c'halvar war batrom hini Gwimilio hag, evel eno, e weler penn Katell Gollet e korn ar mervent. Teir c'hroaz vras a sav a-us da galvar Plougastell avat pa n'eus nemet unan e Gwimilio ; 26 kroaz zo etre tout. E-touez ar 180 delwenn kizellet e kaver re Sant Bastian ha Sant Rok brudet evit gwareziñ diouzh ar vosenn ; emaint skoaz-ouzh-skoaz gant Sant-Pêr, patrom ar barrez.
Buhez ar C'hrist a zo kontet gant ar c'halvar kizellet e maen Kersanton. Kollet o deus an tudennoù o liv orin, met gouzout a reer e oant livet gant livioù flamm pa oa bet savet ar monumant.
Ar pevar avielour a zo lakaet war wel e pevar c'horn ar savadur gant pep a arouez. Al Leon evit sant Mark, an Ael evit sant Vazhe, an Ejen evit sant Luk, hag an Erer evit sant Yann.
Gwallgaset e oa bet ar savadur e fin an Eil Brezel Bed gant bombezadegoù ar Gevredidi, d'an 23 ha d'ar 24 a viz Eost 1944. Un ofiser amerikan, al letanant John Davis Skilton Jr., a saveteas ar c'halvar o c'houlenn e vefe dastumet ar pezhioù kouezhet ha diwallet ar savadur diouzh ar breizherien. Arc'hant a gavas er Stadoù Unanet evit sikour da adkempenn ar monumant. Renevezet e oa bet ar savadur gant an ti-kêr da-geñver 400 vloaz ar c'halvar.