Sant Rok
Sant Rok (Sant Ròc en okitaneg, Saint Roch e galleg), ganet e Montpellier war-dro 1340, marvet e Voghera, en Italia, war-dro 1379, zo ur sant okitan, lidet d'ar 16 a viz Eost. Sant paeron ar birc'hirined eo, ha hini meur a vicher: surjianed, apotikerien, pavezerien, ha hini al loened.
E vuhez
kemmañMab e oa d'ur c'honsul eus kêr Montpellier, ha Libèra e oa anv e vamm. Yaouankik e voe emzivad, ha savet e voe gant ur eontr. Medisinerezh a studias moarvat.
Rannañ a reas e vadoù da reiñ d'ar beorien a-raok mont da birc'hirinañ da Roma.
E varv
kemmañKaset e voe korf Rok da gêr Venezia.
E Breizh
kemmañMeur a chapel Sant Rok zo e Breizh, evel e Lannuon hag e kêriadenn Saint-Roch e Pontkastell-Keren.