Kristian Brisson

skrivagner brezhonek
Kristian Brisson
Anv ofisiel Christian Brisson
Obererezh Skrivagner
Ganedigezh 1927
en Ivry-sur-Seine,
Bro-C'hall Bro-C'hall
Marv 25 Genver 2013
e Plougastell-Daoulaz,
Kernev Kernev, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Langleiz e 1984


Kristian Brisson (Ivry-sur-Seine 1927- Plougastell-Daoulaz 25 a viz Genver 2013) a zo bet kelenner ha skrivagner brezhonek.

Ganet eo en Ivry-sur-Seine (Val-de-Marne) e 1927. E dud a oa eus Konk-Kerne. Bet eo bet o chom en Ivry hag e Konk-Kerne pa oa bugel ha krennard. Goude-se e oa deuet da chom da Roazhon, da Sizun ha da Blougastell. E Plougastell e oa o chom.

Tri bugel en deus, ur verc'h ha daou vab. E verc'h a zo skolaerez e Diwan.

C'hoant en dije bet da vezañ skrivagner pe sonaozer. N'eo ket bet sonaozer peogwir n'en doa ket gellet ober studioù war an danvez-se. Desket en deus seniñ ar piano hag an ograoù memestra. Seniñ a ra gant an ograoù evit ar barrez, evit heuliañ kantikoù. Plijout a ra ar sonerezh klasel dezhañ. Un diplom en deus bet, ar Brevet Élémentaire evit bezañ skolaer. Setu eo bet skolaer e Roazhon e-pad pemp bloaz ha goude-se kelenner cours complémentaire e Sizun ha war ar saozneg hag ar brezhoneg e Plougastell.

Desket en deus lenn ha skrivañ brezhoneg gant Skol Ober a oa dalc'het d'ar c'houlz-se gant Marc'harid Gourlaouen. Ne oa ket aes evit ur paotr n'en doa klevet ken nemet brezhoneg Konk-Kerne.

Graet en deus war-dro ar Bleun Brug gant Visant Seite. E 1984 ez eas da chom e Trelevenez evit diazezañ kumuniezh katolik brezhonek "Minihi Levenez". D'ar mareoù-se e tibabas adalek neuze embann e levrioù er skritur peurunvan e ti "Mouladurioù Hor Yezh"[1].

Bet eo alies ivez e stajoù KEAV kerkent ha goude ar brezel.

Skrivagner

kemmañ

Kroget eo da skrivañ e galleg pa oa war-dro daouzek vloaz ha p'en doa un anaoudegezh mat-a-walc'h eus ar yezh, en doa dibabet skrivañ e brezhoneg.

Perak e brezhoneg ?

En enor d'e dud-kozh, evit enoriñ ar yezh a oa tomm e galon outi hag evit difenn anezhi. Tost-tre eo ouzh ar brezhoneg ha spi en deus e chomo bev ma vez tud yaouank tost outi ivez ha prest d'ober gant ar yezh en o buhez pemdeziek. Skrivet en deus betek e varv. Barzhonegoù en doa skrivet dreist-holl pa oa krennard. Bremañ e skriv romantoù, danevelloù ha barzhonegoù.

E levr kentañ a oa Ar Reder-Mor hag a zo bet embannet gant Brud Nevez. Skrivet en deus en-dro da zaouzek levr embannet holl gant Mouladurioù Hor Yezh, rak hervez Visant Seite ne oa ket poblek a-walc'h e skridoù evit bezañ embannet gant Brud Nevez[2].

Gant Ar Genkiz e voe entanet-tre gant ar pezh a skrive, gant an tudennoù. Laosket en doa e ijin hag e faltazi d'en em zispakañ. Goude ne skrive ket mui a varzhoniezh met lakaat a ra barzhoniezh en e romantoù.

Un den eo hag a blij dezhañ mont goustadik eo, ha da straniñ zoken en e skridoù. Plijout a ra dezhañ deskrivañ ar mor, an dour.

E bal evel skrivagner : Klask lakaat an dud da vont an eil re e darempred gant ar re all, lakaat ar peoc'h etrezo, pe c'hoazh karantez pe vignoniezh. Evitañ e-unan e skriv. Un doare eo da lavarout dre skrid ar pezh ne zeu ket a-benn da lavarout dre gomz. Feiz kristen a zo ennañ met ne gomz ket eus relijion en e levrioù. Tud 'zo a lavar e vez santet memes tra. Un den abaf eo kentoc'h hag a vez bamet gant an traoù brav. C'hoant en devez da rannañ kement-se gant an dud all.

Diwar-benn danvez e levrioù

kemmañ

A-wechoù e vez lavaret eo diaes kompren pep tra en e skridoù. E doare brezhonek ar film Au Bistro du Coin ("Tavarn ar C'horn") (2011) e vez lavaret diwar-benn un paotrig abred: "Lenn a ra levrioù Kristian Brisson ha kompren a ra pep tra."

E oberennoù

kemmañ

Barzhonegoù en deus skrivet da gentañ, ha bet int embannet e kelaouennoù 'zo : Bleun Brug, Brud Nevez, Al Liamm ... Ha buan-tre en deus bet c'hoant da skrivañ danevelloù ha romantoù. Klask a ra implijout ur yezh yac'h ha pinvidik, gant barzhoniezh, darempredoù etre an dud, tud yaouank peurliesañ. Klask a ra ivez deskrivañ ar broioù evel Breizh, ar mor ha broioù all Europa en deus bet tro da weladenniñ. Santadurioù kreñv a glask lakaat ivez ... Skrivet en deus un toullad romantoù evit ar grennarded, daou zo bet embannet betek-henn.

  • Al lenn, romant, Mouladurioù Hor Yezh, 2001.
  • Genkiz, romant, Mouladurioù Hor Yezh, 2000.
  • Skeud, romant, Mouladurioù Hor Yezh, 1985 (((Priz Langleiz]]).
  • Lapous an Donvor, danevelloù, Mouladurioù Hor Yezh, 1997.
  • Gwenn, e-harz ar Menez Mouk, romant, Mouladurioù Hor Yezh, 1995.
  • Moger an Noz, romant, Mouladurioù Hor Yezh, 1993.
  • Kantreadennoù Gwennole an divroad, romant, An Here, 1993.
  • Ar Reder-Mor, danevell, Brud Nevez,1982.
  • E Gwasked va Bod, barzhonegoù, Emglev Breiz, 1985.
  • Kelc'h diwar Gelc'h, romant, Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
  • Dassked, romant, édition privée, 2006.
  • Tangi hag ar C'hazh-Koad, danevell, TES, 2008.
  • Villes Encloses, roman, adaptation française de 'Moger an Noz' Société des Ecrivains, 2005.
  • Lestr o Hiraezh, romant,Mouladurioù Hor Yezh, 2008.
  • Keuz ha kerse, romant,..., 2009.
  • Ar Gouvidi, Mouladurioù Hor Yezh, 2012.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. http://emglev.wordpress.com/2013/01/26/aet-eo-kristian-da-anaon/
  2. Ya, niverenn 190, 23 a viz Genver 2009