Daoulaz
kumun Penn-ar-Bed
Daoulaz | ||
---|---|---|
![]() Porched ar vered e-kichen Abati Itron-Varia Daoulaz. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Daoulas | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h | |
Kod kumun | 29043 | |
Kod post | 29460 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Luc Le Saux 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | KK bro Landerne-Daoulaz | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 802 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 332 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 97 m | |
Gorread | 5,42 km² | |
kemmañ ![]() |
Daoulaz a zo ur gumun eus Bro-Gerne, e kanton Pont-ar-Veuzenn, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh. Penn kanton e oa betek 2015.
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [2].
DeskadurezhAozañ
- Klasoù divyezhek publik a zo eno, abaoe 2006.
- E distro-skol 2020 e oa 22 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (10,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
IstorAozañ
XVIIvet kantvedAozañ
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz: trubuilh a voe e Daoulaz d'an 3 a viz Gouere, preizhet razh e voe ti Bigeaud, fermer an dle[3].
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Kerlen e anv, ha d'Herve, kure[4].
XXvet kantvedAozañ
- Eil brezel-bed: dieubet e voe Daoulaz d'an 30 a viz Eost 1944 gant lu ar Stadoù-Unanet[5].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
DouaroniezhAozañ
E penn pellañ reter lenn-vor Brest emañ Daoulaz, e kember div stêr:
- Richer Zaoulaz, anvet La Mignonne e galleg, un anv eus an XXvet kantved
- al Lezuzan.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 113 ha 119
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 46
- ↑ Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, p.8, Éditions Astoure, 2008