Abati Itron Varia Daoulaz

Abati Itron Varia Daoulaz zo un abati e kumun Daoulaz, e Bro-Gerne.

Porched kozh iliz Abati Daoulaz, eus ar XVvet kantved, bremañ porched ar vered.

N’eus ket a venec'h ken ennañ abaoe an Dispac'h gall. Kuzul-Meur Penn-ar-Bed eo Perc’henn ar savadur abaoe 1984. Meret e vez gant un diazezadur foran anvet « Chemins du patrimoine en Finistère » (Hentoù ar glad e Penn-ar-Bed). Karget eo an diazezadur-se gant an dilennidi d’ober war-dro meur a savadur eus an departamant. En Abati Daoulaz e vez kinniget ingal diskouezadegoù bras war danvezioù a bep seurt digor war ar bed holl. (istor, arz…) : ar Gelted, Egipt kozh, an Dogoned, Oadvezh an arem, ar Vikinged..[1].

Istor an abati

kemmañ
 
Delwenn Sant Telo en Orator
  • 510 (hervez ar vojenn) : Savet e oa ur manati gant aotrou ar Faou. Distrujet e voe goude-se e-pad aloubadegoù ar Vikinged.
  • XIIvet kantved : Diazezet e voe an abati gant beskonted Bro-Leon (menec’h urzh sant Aogustin Hippo).
  • 1692 : Tremen a reas an abati e dalc’h ar Jezuisted (aluzenerien ar morlu e Brest).
  • 1771 : Serret e oa bet ar c’hloerdi. War ziskar ez eas an abati.
  • 1792 : Gwerzhet e voe ar savadur da dud prevez. Dont a reas iliz an abati da vezañ iliz ar barrez.
  • 1880 : Kroget e oa bet labourioù evit adkempenn an abati.
  • 1947 : Adprenet e voe an abati gant ur genvreuriezh seurezed eus Bleaz a zigoras ur skol.
  • 1960 : Dont a reas da vezañ un ti-diskuizh.
  • 1984 : Adprenet e voe an abati gant kuzul-meur Penn-ar-Bed.
  • 1985 : Diskouezadeg vras kentañ ("Ar mein hag ar vuhez").

Ar savadurioù

kemmañ

Kaer eo savadurioù abati Daoulaz, diskouez a reont emdroadur an arz relijiel e Breizh, adalek an XIvet kantved betek bremañ.

Ar c'hloastr
 
kloastr Abati Daoulaz

Ar c'hloastr nemetañ e Breizh o vezañ bet savet er stumm roman. Savet e voe etre 1167 ha 1173. Adkempennet e voe goude en 18vet kantved gant an arkitektour Bigot. Dismantret e voe da c'houde met tri c'hostez eus ar c'hloastr a voe adsavet e fin an 19vet kantved. Diazezet eo ar gwaregoù bolz war kolonennoù koublet div-ha-div. Disheñvel eo holl dogennoù ar c'holonennoù. Plant a zo kizellet outo en traoñ ha stummoù geometrek en nec'h. Er c'hloastr e weler ur veol vaen, koshoc’h eget ar c’hloastr e-unan moarvat. Dour a ziver diouzh genou dek maskl dispartiet gant tresadennoù geometrek. Bez e c'heller menegiñ c'hoazh kizelladur ur bleiz o tebriñ un azen. Soñjal a reer e vefe ken kozh hag ar 7vet pe an 9 vet kantved, hag awenet gant kizelladurioù iwerzhonat. Uzet eo en un doare dizingal bord ar veol. Graet e oa bet an dra-se gant ar venec'h a lemme o c'hontili outi a-raok mont d'al liorzh. Tremen a raer eus ar c'hloastr da rivinoù ar manati kozh en ur dremen dindan ur wareg-volz diwallet gant delwennoù ur manac'h hag ur sant kozh.

Iliz an abati.
 
Iliz Daoulaz

Savet e oa bet en XIIvet kantved, gant lodennoù koshoc’h marteze, adkempennet e voe er XVIvet kantved. Iliz parrez ar Faou eo bremañ.

Liorzh an abati.
 
Al liorzh louzeier

Gwarezet a-dreñv mogerioù uhel, al liorzh zo ul lec'h dispar evit ober pourmenadennoù a-hed al letonennoù, an takadoù gleb e-lec'h ma klever richan ur wazh-dour, ha dizoloiñ ar plant hag ar gwez egzotek hag louzaoueg mod ar grenn-amzer dreist-holl. E 1997 e oa bet savet al liorzh louzoù giz gwechall er pezh a oa ur gwerjez hag ur jardrin legumaj betek hen. Klasket zo bet adsevel ul liorzh louzoù evel ma veze kavet er Grennamzer. War daou live eo tost 250 louzaouenn a gaver, deut eus ar bed holl. Plant egzotek a weler ivez ha plant en arvar. Anvioù al louzou a c'heller lenn e Brezhoneg, Latin ha Galleg.

Ar poull-kannañ
 
Ar poull-kanañ

En ur heuliañ ar wenojenn a ra tro ar park e tigouezher gant ar poull-kannañ a-c'hiz kozh leuniet gant ur wazh-dour.

An orator.
 
An Orator

E 1880 e oa bet kemmet an orator. Adsavet e voe e 1986 gant Kuzul-meur Penn-ar-Bed. Adimplijet zo bet ul lodenn eus chantele ar venec'h evit kempenn an orator. Gwelet a reer ennañ div gador-gloz deut eus an iliz c'hotek kozh, delwenn ar Werc'hez hag he mabig Jezuz hag hini Sant Telo o varc'hegañ ur c'harv. Hervez ar vojenn e oa bet roet dezhañ evit e vanati an douaroù a c'helle ober o zro en ur ober un nozvezh. Pignet e oa war ur c'harv evit gallout ober un dro vrasoc'h eget n'en dije graet war droad.

Ar feunteun
 
Ar feunteun

An deiziad 1550 a lenner ouzh ar feunteun met koshoc'h eo eget se. Meneget eo dija dindan anv Feunteun an Itron Varia en un akt eus 1456. Tri foull a zo d'ar feunteun-se. Degas a ra da soñj an Drinded, met ar sifr 3 a oa un arouez sakr evit ar Gelted Kozh ivez.

Ar daou savadur diwezhañ-se ne oant ket ul lodenn eus an abati kozh. Saget e voent ouzh an domani pa oa an Abati e dalc'h perc'henned prevez.

Notennoù

kemmañ
  1. An diskouezadegoù zo bet en Abati Daoulaz

Liammoù diavaez

kemmañ