Kuzul-departamant Penn-ar-Bed

Banniel Penn-ar-Bed adimplijet e logo ar C'huzul-departamant.

Kuzul-departamant Penn-ar-Bed eo ar vodadenn divizout evit departamant gall Penn-ar-Bed, strollegezh lec'hel digreizennet. E Kemper emañ ar sez.

Ar prezidantAozañ

Nathalie Sarabezolles (PS) eo prezidantez Kuzul-departamant Penn-ar-Bed abaoe 2015.

Prezidanted kozhAozañ

Ar guzulierien-departamantAozañ

E Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ez eus 54 kuzulier-departamant dilennet daou-ha-daou e 27 kanton.

(War-lerc'h dilennadegoù 2015)

Strollad Niver a guzulierien-departamant Prezidant ar Strollad Statud
Strollad an dilenndidi eus an tu-kleiz [1] 28 Armelle Huruguen Muianiver
Strollad "Emglev evit Penn-ar-Bed" [2] 24 Maël de Calan Tu enep
"Rannvroelourien"[3] 2 Kristian Troadeg  

Gwelet : Kuzulierion jeneral Penn-ar-Bed

BudjedAozañ

Ur budjed a 861,53 milion a euroioù a oa gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed e 2007[4].

Tachenn Dispign (en M €)
Dizarbenn hag obererezh sokial 382,05
Peadra 172,34
Fiñvadennoù kempouez[5] 82,58
Deskadurezh ha stummerezh 71,05
Danframmoù hent ha dezougen 55,48
Endro hag endro bevañ 41,05
Armerzh, implij, imbourc'h| align=right |32,53
Sevenadur, sport ha dudi 24,36

Dispignoù gwirion postadurioùAozañ

  • 2005 : 117,6 milion a euroioù
  • 2006 : 115,3 milion a euroioù
  • 2007 : 155,3 milion a euroioù

Gwelet ivezAozañ

Liamm diabarzhAozañ

Liamm diavaezAozañ

NotennoùAozañ

  1. Lec'hienn Finistère et Solidaires
  2. Alliance pour le Finistère
  3. Breizh War Raok !
  4. (fr) Mammenn : Budget primitivel 2007
  5. Fiñvadennoù kempouez etre dispignoù ha gounidoù
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.