Ur strollad tud eo an Dogoned. Bevañ a reont war an uhelgompezenn zo e-kreiz Mali, er su d’ar gildroenn eus ar stêr Niger zo tost da gêr vBandiagara e korn-bro Mopti. Bez’ ez eus war-dro 300 000 anezho. Brudet ez int abalamour d’o mojennoù, d’o dañsoù, ha d’o doare da gizellañ war goad ha da sevel tiez. Er c’hantved tremenet ez eus bet kemmoù bras en aozadur kevredigezh an Dogoned, en o sevenadur hag en o c’hredennoù. Deuet eo ar c’hemmoù-se da-heul an douristed evit darn, hag int niverus-bras er rann-se eus Mali.

Kêriadenn dogon Banani.

Douaroniezh ha poblañsouriezh kemmañ

Troc’het eo bro an Dogoned gant Tarroz Bandiagara, anezhañ un tornaod krag a dizh 500 m uhelder hag en em astenn war 150 km pe dost. Er gevred d’an tornaod e kaver plaenennoù traezhek Seno-Gondo, hag er gwalarn d’an tornaod emañ uheldirioù Bandiagara.

Sevenadur ha relijion kemmañ

Krediñ a ra an darn vrasañ eus an Dogoned e speredoù an natur hag e Nommo, anezhañ spered an hendadoù. Un nebeud brav anezho a heuilh kelennadurezh an Islam ha lod zo bet kristenaet gant misionerien.

Hervez lignez ar baotred ez enroll an Dogoned o hendadoù. E penn pep kumuniezh dogon, anezhi ur familh ledanaet, en em gav un henaour. Hennezh eo mab bev henañ gourdad ar familh. Diouzh diaz roadennoù NECEP, e vez alies dimezioù lieswregek gant ar sistem-se, betek peder gwreg. Paotred zo o devez ur wreg hepken koulskoude. War-lerc’h ganedigezh o bugel kentañ hepken e c’hall ar gwragez dont da vevañ en annez o fried. Betek kant a dud a c’hall mont d’ober ur familh ledanaet, a reer “guinna” anezhi.

Levier ar gêriadenn eo an “Hogon”. Dilennet e vez gant ar baotred koshañ e familhoù ledanaet ar gêriadenn. Ret eo dezhañ heuliañ ur prantad deskoni c’hwec’h mizvezh, goude m’eo dilennet. E-pad ar c’heit-se n’en deus ket gwir d’en em walc’hiñ na da lemel e varv. Gwiskañ a ra dilhad gwenn ha den ebet n’en deus gwir da douch anezhañ. Gant ur werc’hez yaouank ha n’he deus ket bet he mizoù c’hoazh e vez naetaet e di ha fardet e bredoù. Da noz e tistro-hi d’he zi. War-lerc’h ar prantad deskoni e tougo ur boned ruz hag ur vrec’henn gant ur berlezenn sakr a arouez e garg. Dont a ra unan eus e wragez da gemer plas ar werc’hez, met hi ivez a zistro d’he zi da noz. Ret eo d’an Hogon bevañ e-unan en e di. E-pad an noz e teu an naer sakr Lebe da walc’hiñ anezhañ ha da reiñ furnez dezhañ.

Diwar al labour-douar e kendalc’h an Dogoned da vevañ. Gounit a reont mell, mell bras ha riz, kenkoulz hag ognon, butun ha legumajoù all. Marcel Griaule a bouezas evit ma vefe savet ur stankell tost da Sangha, ha broudañ a reas an Dogoned da c’hounit ognon. Abaoe eo bet daougementet armerzh korn-bro Sangha ha gwerzhet e vez ognon betek marc’had Bamako pe Aod an Olifant zoken. Sevel a reont ivez deñved, givri ha yer. Dalc’het e vez ar greun e-barzh sanailhoù.

Amdroc’hañ kemmañ

Amdroc’het e vez ar baotred dre strolladoù oad tri bloaz, an holl baotred etre 9 ha 12 vloaz da skouer. Merkañ a ra an amdroc’hadur fin o bugaleaj, he setu int deskoniet diwar neuze. Gant ar gov e vez graet an amdroc’hadur. Da c’houde e chom ar baotred e-pad un nebeud devezhioù e-barzh ur foukenn, dispartiet diouzh ar peurrest eus tud ar gêriadenn, betek ma vo pareet ar gouli. Un abeg lid eo an amdroc’hañ, ha tremen-distremen a ra ar baotred deskoniet da resev profoù. Seniñ a reont ur benveg ispisial savet diwar ur walenn goad ha koulourdrennoù a ra trouz ur strakerez. E kêriadenn Songho ez eus ur vougev amdroc’hañ kinklet gant livadurioù war roc’h ruz ha gwenn a daolenn loened ha plant. Nepell ez eus ur vougev ma vez renket ar binvioù sonerezh.

An Dogoned zo e-touez ar pobloù eus Afrika a amdroc’h – pe a drodroc’h – ar merc’hed ivez. Hervez Sekou Ogobara Dolo, e reer gant ar stumm moder, e korn-bro Sangha bepred, da lavaret eo e troc’her kabell an ellig hepken, e doare amdroc’hadur ar baotred. Trodroc’het e vez ar merc’hed d’an oad a 7 pe 8 vloaz, abretoc’h a-wechoù.

Lidoù kemmañ

Meur a lid a vez anavezet gant an Dogoned :

  • Sigui : pouezusañ lid an Dogoned. C’hoarvezout a ra bep 60 vloaz ha gallout a ra padout meur a vloaz. E 1967 e teraouas an hini diwezhañ, hag echuiñ e 1973. E 2027 e komañso an hini kentañ. Lid ar Sigui a arouez marv ar gourdad kentañ (arabat droukveskañ anezhañ gant Lebe) betek ar poent ma voe diskuliet implij ar gomz da vab-den. Un hir a brosesion eo ar Sigui. Deraouiñ hag echuiñ a ra e kêriadenn Youga Dogorou, ha tremen eus an eil kêriadenn d’eben e-pad meur a viz pe meur a vloaz. Maskloù a vez gant an holl baotred ha dañsal a reont e steudadoù hir. Gant ar Sigui ez eus ur yezh kuzh n’o deus ket ar merc’hed gwir da zeskiñ anezhi. Ur roll kreiz a vez c’hoariet el lid gant kevredigezh kuzh Sigui. Pell en a-raok e prientont al lidoù ha bevañ a reont kuzhet er-maez eus ar c’hêriadennoù e-pad tri miz. Den ebet n’en deus gwir da welet anezho e-keit-se. “Ouloubarou” a reer eus tud kevredigezh Sigui. Aon o devez kêriadenniz razo ha maget e vez ar spont-se gant ar berz da vont er-maez diouzh an noz, pa glever sonioù a gemenn emañ an Oloubarou er-maez. Ar maskl pouezusañ, dezhañ ur roll bras e lidoù ar Sigui, eo ar Maskl Meur pe Mamm ar Maskloù. Meur a vetrad hed eo ha dalc’het e vez gant an dorn. Ne vez ket implijet evit kuzhat an dremm. Bep 60 vloaz e vez krouet a-nevez.
  • Lid Amma : evit azeuliñ an doue krouer Amma. Dalc’het e vez ur wech ar bloaz. C’hoarvezout a ra en ur prof mell bervet lakaet war aoter pikernek Amma, ken e teu da vezañ gwenn.
  • Lid Lebe : evit azeuliñ an naer sakr Lebe a oa anezhañ an den krouet kentañ. Treuzfurmet e oa bet en un naer. Ur wech ar bloaz e vez dalc’het al lid ha padout a ra tri devezh. Ur pikern begek eo an aoter. An Hogon a laka ur prof mell bervet warni. Da c’houde e seven un nebeud lidoù en e di zo ti Lebe ivez. D’an deiz diwezhañ, holl wazed ar gêriadenn a ya da welet holl aoterioù Binou ha dañsal a reont teir gwech en-dro da aoter Lebe. An Hogon a bed an holl arvesterien da evañ bier mell.
  • Lid Binou : ober a ra gant totemoù, re voutin evit ar gêriadenn a-bezh ha re hiniennel evit beleien an totemoù. Azeuliñ a reer ul loen totem war aoterioù Binou. Ar bual, da skouer, evit Ogol-du-Haut, hag ar banterenn evit Ogol-du-Bas. Den ebet, sañset, ne vo graet gaou outañ gant e loen totem dezhañ, ha pa vefe ur c’hrokodil evel ma vez kont gant kêriadenn Amani. Eno ez eus ur poullad krokodiled na reont droug ebet da annezidi ar gêriadenn. Koulskoude e c’hallfe ul loen totem ober droug, ent direol, da unan en deus graet un dra bennak fall. N’o deus ket gwir an azeulerien da zebriñ o loen totem dezho. Da skouer, unan hag en deus ar bual da dotem n’en do ket gwir da zebriñ kig bual, na da implijout al lêr diwarnañ, na zoken da welet ur bual o vervel. Ma c’hoarvez gantañ memes tra, e rank aozañ un aberzh glanaat ouzh aoter Binou. Profet e vez mell bervet hag aberzhet e vez givri ha yer war un aoter Binou. Gwenn ha ruz eo an aoter da c’houde. Tennañ a ra aoterioù Binou da diez bihan, pep a zor outo. Brasoc’h e vezont pa vez an aoter evit ar gêriadenn a-bezh. Ur ‘c’hrog koumoul’ zo ouzh aoter ar gêriadenn ivez, evit tapout ar c’houmoul ha lakaat anezho d’ober glav.
  • Lid ar C’hevelled : Ur sin a chañs vat eo ganedigezh gevelled. Gant ar familhoù ledanaet Dogon ez eus lidoù ma c’halvont o hendadoù betek o deroù, ar c’hevelled kozh eus mojenn krouidigezh ar bed.
  • Lid Mono : e digor pep kêriadenn emañ aoter Mono. Gant gwazed yaouank dizimez e vez lidet Mono ur wech ar bloaz e miz Genver pe e miz C’hwevrer. Tremen a reont an noz en-dro d’an aoter, o kanañ, o youc’hal hag o hejañ flammerennoù. Chaseal a reont logod a vo aberzhet war an aoter da darzh an deiz.

Yezhoù kemmañ

An dogon zo bet sellet outañ alies evel ur yezh hepken. E gwirionez ez eus pemp strollad rannyezhoù da nebeutañ. Liesseurt-kaer eo kerentiad ar yezhoù dogon, ha komzerien hini pe hini anezho n’int ket evit kompren komzerien unan all gwall alies. Bez’ ez eus ur yezh kuzh Sigui So ivez, hag a vez implijet gant Kevredigezh ar Maskloù e-pad al lidoù Sigui. Ar merc’hed n’o deus ket gwir da zeskiñ Sigui So.

Peurliesañ e renker ar yezhoù dogon e-barzh kerentiad yezhoù an Niger-Kongo, met n’eo ket ken sklaer o flas e-barzh ar c’herentiad-se. Liammet e oa bet ar strollad dogon ouzh an iskerentiad mande, hag ouzh ar yezhoù gourek ivez. En ur studiadenn embannet nevez zo diwar-benn ar c’herentiad Niger-Kongo, e seller ouzh ar yezhoù dogon evel ur skourr dizalc’h diouzh Volta-Kongo.

Diskouez a ra ar yezhoù dogon un nebeud roudoù eus ur reizhiad renkadoù anvioù (da skouer, un dibenn liester a-ratozh zo evit an anvioù tud), ken e soñj ar yezhoniourien eo diforc’het abred-mat ar yezhoù dogon diouzh ar c’herentiad Niger-Kongo. Ur merk all eus kement-se eo urzh ar gerioù er frazennoù, Rener-Renadenn-Verb anezhañ, un dra voutin etre ar yezhoù dogon ha yezhoù eus skourroù kozh eus ar c’herentiad Niger-Kongo, evel ar yezhoù idjoek hag ar yezhoù mandeek.

Gwengelouriezh kemmañ

Elfenn greiz kosmogoniezh ha kosmologiezh an Dogoned, hervez Robert Temple, eo Sirius, sterenn ar C’hi, a reont Po Tolo anezhi. Ar steredenn-se eo ar c’hreunenn zo diwanet galaksienn Hent sant Jakez diwarni, ha begel an hollved a-bezh. Evit an Dogoned n’eus fin ebet d’an hollved, met tu zo da vuzuliañ anezhañ. Leun eo a yalu ulo, da lavaret eo galaksiennoù troellennek, en ur gontañ an hini m’emañ an heol.

Hervez an doare m’o deus an Dogoned da veizañ an hollved, ez eo an darn vrasañ anezhañ ul lodenn eus ar reizhiad stered "diavaez", p’emañ ar reizhiad stered "diabarzh" tostoc’h d’an Douar. E-touez ar stered zo er reizhiad "diabarzh" ez eus un nebeud brav hag o devez, hervezo, ul levezon war buhez an dud war an Douar hag a c’hoari ur roll en istor mab-den. E-touez ar re-se n’emañ ket koskor Sirius hepken, met ivez steredeg Orion, Yar hec’h evned ha re all.

Gant ar vBozoed, anezho ur genel zo o vevañ tost d’an Dogoned, ez eus mojennoù damheñvel a denn da Sirius en oabl. Ober a reont anezhañ ar "Steredenn Lagad".

Dael kemmañ

Robert Temple, en e levr Kevrin Sirius embannet e 1975, a lakae an Dogoned e-kreiz e zamkaniezh diwar-benn astraerien eus an amzerioù koshañ. Gouez dezhañ, pa oa o c’houlennata an Dogoned, e kavas e oa ganto titouroù diwar-benn Sirius hag he steredenn gompagnunez, Sirius B anezhi, zo e-barzh o lidoù ivez. Peogwir n’eus ket tu da welet Sirius B hep ober gant un teleskop ha ne oa ket teleskopoù gant an Dogoned, ur sevenadur ha na oa ket gwall emdroet a-fet teknologiezh anezho, e tiogelas Temple e oa ret d’an Dogoned bezañ bet darempredoù gant ur sevenadur emdroet evit kaout titouroù diwar-benn Sirius B. Setu e tastumas e oa deuet boudoù estrdouarel eus koskor Sirius da weladenniñ an Dogoned ha da zeskiñ dezho mont en-dro o annez er stered.

Abaoe m’eo bet embannet levr Temple, ez eus bet gouizieien a-leizh o tizarbenn e vennozhioù hag o kinnig displegadennoù all d’an anadenn a ziskouez en e levr.

  • Ar steredoniour Carl Sagan a bledas gant an danvez-se en e levr Empenn Broca (1979) ha disklêriañ e oa meur a gudenn gant goulakadenn Temple. Lavaret a ra, da skouer, ne oar ket an Dogoned diouzh ur blanedenn all en tu-hont da Sadorn ha gwalinier ganti. Kement-se a ziskouezfe e teu o gouiziegezh eus Europiz kentoc’h eget eus boudoù estrdouarel.
  • Ur steredoniour all, Ian Ridpath e anv, a embannas ur pennad er gelaouenn Skeptical Enquirer (1978), ma tiskoueze meur a fazi e levr Templ. Daoust ma tenn un tamm mat an titouroù o doa bet an Dogoned, digant Europiz moarvat, d’ar wirionez diwar-benn Sirius, e oa pell-bras gouiziegezh orin an Dogoned diouzh ar fedoù, emezañ.
  • James Oberg en doa dastumet fedoù diwar-benn gwengelouriezh an Dogoned er c’hwechvet pennad eus e levr UFO's and other Other Space Mysteries (1982). Hervez Oberg e tenn kalz gouiziegezh steredoniel an Dogoned da hini Europiz e fin ar bloavezhioù 1920. Marteze a-walc’h o deus tapet an Dogoned o gouiziegezh steredoniel, titouroù diwar-benn Sirius hag all, digant gweladennerien eus Europa, a-raok ma vefe enrollet o mojennoù er bloavezhioù 1930. Oberg a ziskouez ivez ne oa ket ur meuriad digenvez eus an Dogoned, ha ne oa ket dav da dud eus an diavaez kelaouiñ an Dogoned diwar-benn Sirius zoken. Ken buan all o doa tapet ar ouiziegezh-se en estrenvro, ha treuzkas anezhi d’o meuriad diwezhatoc’h. Evel-se, d’ar mare ma voe gweladennet an Dogoned gant Temple er bloavezhioù 1970, o doa bet un nebeud brav a zarempredoù gant bed ar c’hornôg hag amzer a-walc’h da lakaat Sirius B en o relijion.

Levr Temple hag ar breud a oa bet war-lerc’h an embannadur anezhañ o deus bet hep mar ebet un efed war an anaoudegezh zo eus meuriad an Dogoned e-touez dalc’hidi an New Age hag a re a bled gant an damkaniezhoù diwar-benn astraerien eus an amzerioù koshañ. Hiziv an deiz e teu an titouroù diwar-benn an Dogoned a gaver war lec’hiennoù internet a-leizh eus ur meskad etre fedoù diwar o fenn ha displegadurioù Temple. Da-heul ez eus tabut bras a-zivout ar pezh a ouzer evit gwir diwar-benn gwengelouriezh an Dogoned.

Daveoù kemmañ

Ar bobl kemmañ

  • Marcel Griaule: Conversations With Ogotemmeli: An Introduction To Dogon Religious Ideas. 1añ emb. 1965. ISBN 0-19-519821-2
  • Marcel Griaule: Dieu d'eau. Entretiens avec Ogotemmêli. (1966) Emb. Fayard. ISBN 2-213-59847-9
  • Bedaux, R. & J.D. van der Waals (eds.) (2003) Dogon: mythe en werkelijkheid in Mali [An Dogoned : mojenn ha gwirvoud e Mali]. Leiden: National Museum of Ethnology.
  • Morton, Robert (emb.) & Hollyman, Stephenie (luc’hskeudennoù) & Walter E.A. van Beek (testenn) (2001) Dogon: Africa's people of the cliffs. New York: Abrams. ISBN 0-8109-4373-5
  • Wanono, Nadine & Renaudeau, Michel (1996) Les Dogons (luc’hskeudennoù gant Michel Renaudeau; testenn gant Nadine Wanono). Pariz: Éditions du Chêne-Hachette. ISBN 2-85108-937-4
  • Eds. Petit Futé. Mali 2005-2006 ISBN 2-7469-1185-X
  • Sékou Ogobara Dolo: La mère des masques. Un Dogon raconte. (2002) Eds. Seuil ISBN 2-02-041133-4
  • Gerard Beaudoin: Les Dogon du Mali (1997) Emb. BDT Développement. ISBN 2-9511030-0-X

Ar yezhoù kemmañ

  • Bertho, J. (1953) 'La place des dialectes dogon de la falaise de Bandiagara parmi les autres groupes linguistiques de la zone soudanaise,' Bulletin de l'IFAN, 15, 405–441.
  • Blench, Roger (2001) 'A Survey of Dogon languages in Mali: Overview'. Tapet d’ar 26 a viz Mezheven 2005.
  • Hochstetler, J. Lee, Durieux, J.A. & E.I.K. Durieux-Boon (2004) Sociolinguistic Survey of the Dogon Language Area. SIL International. online version
  • Williamson, Kay & Blench, Roger (2000) 'Niger-Congo', in Heine, Bernd and Nurse, Derek (eds) African Languages - An Introduction. Cambridge: Cambridge University press, pp. 11—42.

An dael diwar-benn Sirius kemmañ

  • Oberg, James (1982) UFOs and Outer Space Mysteries.

Liammoù diavaez kemmañ