Bier
Ar bier a zo un died alkoolek fardet diwar goadur un toullad sukroù dibar e-kreiz ul liñvenn dourek. Ar sukroù a zo produet diwar frikañ ha dourañ greun ed eginet, greun heiz peurvuiañ. Ar seurt yod deuet diwar ar fardañ-se a vez graet malt anezhañ. Ouzhpennet e vez bleunioù houpez peurvuiañ da reiñ ur blaz c'hwervik. Ar breserezh eo arz ar fardañ bier.
Kavet e vez danvezioù hag aozerezhioù a bep seurt e lec'hioù ma vez gounezet edoù, ken a vez meur a liv ha meur a vlaz disheñvel war ar bïer.
Unan eus an diedoù kozhañ eo ar bier, ha roud eus ar bier pa gaver e foñs jarloù eus ar 7vet milved kent Jezuz-Krist d'an nebeutañ ha kavet en Iran ha pa gaver testennoù istorel e Henegipt hag e Mezopotamia.
Ez-naturel e c'hell un nebeud sukroù mont da goiñ (ha da verviñ) diouzh ar goelloù o nijal en aer ha lod a gred eo bet kavet an doare evit produiñ ar bier e meur a vro er bed hep na vije bet liammoù etre an dud.
E Mezopotamia eo bet kavet an dablezenn sumeriad a soñj da lod eo an hini goshañ (6vet milved kent Jezuz-Krist) er bed. Diskouez a ra tud oc'h evañ un died gant ur gorzennig raoskl diwar ul lestr boutin. Kaoz a zo eus bier e-barzh Meurzanevell Gilgamech. Anavezout a reer ivez ur varzhoneg e sumereg savet 3 900 bloaz 'zo en enor an doueez Ninkasi, maeronez ar breserezh, enni ar rekipe koshañ evit fardañ bier dre vara heiz. Un died eus ar re a vez evet ar muiañ ha pouezus-tre en armezh e oa ar bier evit sevenadurioù bras diazezet war gounezerezh an edoù evel hini Henegipt hag hini Mezopotamia.
Bier Breizh
kemmañEvit anavezout anvioù kement seurt bier zo er vro, sellit ouzh Bier Breizh.