Ur rekipe zo un tamm testenn a zispleg an doare da fardañ ur meuz. En destenn-se e kaver ur roll danvezennoù boued hag ur roll oberoù da gas da benn evit fardañ ar meuz-se. Displeget e vez enni petra ar c’hementadoù boued zo da gaout diouzh an niver a brederien, an amzer fardañ, an amzer hag an doare da boazhañ...

Ar rekipeoù a vez desket a rumm da rumm peurvuiañ. Ul lodenn e vezont, neuze, eus hêrezh sevenadurel pep pobl. Alies-mat e vez lakaet ar rekipeoù-se dre skrid evit ma vo aesoc’h d’an dud o deskiñ. En ur vodañ meur a destenn e c’haller sevel levrioù keginañ, enno rekipeoù e-leizh.

Ul levr rekipeoù ha peadra da fardañ krampouezh

Ar rekipeoù koshañ a anavezer a voe "embannet" da vare Babilonia : teir zablezenn, eus war-dro 1600 vloaz a-raok J.K., miret hiziv e skol-veur Yale er Stadoù-Unanet. Ul levr keginañ kozh all eo an Apicius, skrivet gant Romaned er IVe pe er Vvet kantved goude J.K.

Rummadoù rekipeoù

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Barr-Heol war ar gegin hag an daol, Soaz an Tieg, Barr-Heol, Lannuon, 1975
  • Leor kegin evid ar vugale, Emgleo Breiz, 2005
  • Gerioù ar gegin, An Amzer, Roazhon, 1981
  • Ar boued / L’alimentation, geriaoueg ar boued, Ofis ar Brezhoneg, 2002

Liammoù diavaez

kemmañ