Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Babilonia a oa ur Stad e su Mezopotamia, e Irak modern, a oa dindani tachennoù Sumer hag Akkad. Gallout a reer kavout ar c'hentañ meneg eus kêr Babilon en un dablezenn eus ren Sargon Akkad, bloaziadet eus an Patrom:XXIIIvet kantved kent J.-K..

Impalaeriezh babilon dindan an dierniezh Kassit

Akkadiz, ur bobl semitek, a oa deuet abred a-benn da vestroniañ ar vro en-dro da gêr Kish — gant Babilon ha al lodennoù eus Mezopotamia just en norzh da Sumer. Levezoniñ a reas kalz ar sevenadurioù-se hini Akkad. An tolead-se a oa kanouc'hellet stank, hag edo en ul lec'h strategel e-keñver an hentoù koñvers. Gourdrouzet e oa alies gant diavaezidi a-hed hec'h istor.

Da vare ar prantad "nevezsumerian", pe prantad Ur-III, e oa deuet Babilonia da vezañ un dachenn annezet stank gant an Amorited divroet eus kornôg an Eufratez o doa graet o annez e norzh Sumer. An Amorited a oa anezho ur bobl semitek all, a oa sellet outañ da gentañ evel maesaerien gantreat hag hep sevenadur gant Akkadiz.

Prantad kozh Babilon

kemmañ
 
Impalaeriezh Babilon e deroù hag e diwezh ren Hammurabi

War-dro 2000 kent J.-K., da-heul drouziwezh tierniezh "Ur-III" faezhet gant an Elamited, Amorrited kornôg an Eufratez a lakas o c'hrabanoù war Vezopotamia, e lec'h ma savjont rouantelezhioù bihan. E-doug a c'hentañ kantved eus ar pezh a anver "Prantad an Amorited", ar geoded-Stad c'halloudusañ e oa Isin, daoust ma teuas Shamshi-Adad I tost da unvaniñ ar broioù ar muiañ en norzh. Unan eus an tierniezhioù amoritat-se a oa diazezet e keoded-Stad Babilon, a deufe a-benn en diwezh da gemer e greñv war ar re all ha da ziazezañ ar c'hentañ impalaeriezh babilonat, e-pad ar pezh zo anvet Prantad kozh Babilon.

Kêr Babilon a c'hounezas an hegemoniezh war Mezopotamia dindan c'hwec'h rener, Hammurabi (1780 - 1750 kent J.-K.; deiziadoù diasur-kenañ). Ur rener efedus-kenañ e oa. Skrivañ a reas ur c'hod lezennoù anvet Kod Hammurabi ha degas ar stabilded d'ar vro goude ur prantad reuz.

Hervez kredennoù Babilonia, ar roue a oa dileuriad Marduk, ha kêr Babilon a oa ur "gêr santel" e lec'h ma tlee bezañ kurunennet kement rener reizh eus Mezopotamia. Diorroen a reas ar vurevkratiezh, gant telloù hag ur gouarnamant kreizennet, evit harpañ galloud ar roue.

Levrlennadur

kemmañ
  • Ascalone, Enrico. Mesopotamia: Assyrians, Sumerians, Babylonians (Dictionaries of Civilizations; 1). Berkeley: University of California Press, 2007 Patrom:ISBN 0-520-25266-7.
  • Bryant, Tamera. The Life and Times of Hammurabi.
  • Eves, Howard. An Introduction to the History of Mathematics.
  • King, Leonard William. Babylonian Religion and Mythology.
  • Leick, Gwendolyn. The Babylonians: An Introduction.
  • Leick, Gwendolyn. Mesopotamia.
  • Lloyd, Seton. The Archaeology of Mesopotamia: From the Old Stone Age to the Persian Conquest.
  • Mieroop, Marc Van de. King Hammurabi Of Babylon: A Biography.
  • Nemet-Nejat, Karen Rhea. Daily Life in Ancient Mesopotamia.
  • Oates, Joan. Babylon.
  • Oppenheim, A. Leo. Ancient Mesopotamia : Portrait of a Dead Civilization.
  • Pallis, Svend Aage. The Antiquity of Iraq.
  • Roux, Georges. Ancient Iraq.
  • Saggs, Henry Babylonians.
  • Saggs, Henry The Greatness That Was Babylon.
  • Schomp, Virginia. Ancient Mesopotamia: The Sumerians, Babylonians, And Assyrians.
  • Spence, Lewis. Myths and Legends of Babylonia and Assyria.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ