Keginerezh Breizh
Keginerezh Breizh zo enni kalz meuzioù tennet eus henvoazioù keginañ Breizh kozh pe nevesoc'h, aozet gant danvezioù eus an arvor hag an argoad pe digaset eus ar bed. Un arz poblek eo koulz hag un hevlezouriezh adijinet gant keginerien veur.
Ar c'hamprouezh, an istr, ar c'hig-ha-farz, ar galetezenn gant silzig, ar c'houign-amann, ar Petit-Beurre, ar chistr hag ar Muskadig zo e-touez ar meuzioù ha diedoù arouezelañ. Tier-krampouezh a vez graet eus ar pretioù ma c'haller debriñ krampouezh eus Breizh. Kavet e vezont stank e Breizh hag en estrenvro.
Ar meuzioù pennañ
kemmañKigoù
kemmañGwechall war ar maez e veze debret boued-hoc'h pa veze Fest an hoc'h en tiegezhioù. Setu meuzioù ha boued dibar eus Breizh graet gant kig :
- boued-hoc'h : anduilh giz ar Gemene ha giz Gougleiz, kig-sall, kig-fourmaj (hini Hénaff hag hini Roazhon da skouer), silzigoù (hini Molenez, hini Plouilio...), rilhetez, chotenn ha joskenn eus ar Vro Vigoudenn, gwadegennoù Roazhon, lard sul Naoned, morzhed-hoc'h Montroulez, gogue d'Ancenis, anduilhennigoù eus Kemperle, casse Roazhon, porché Dol... Kaletez gant silzig zo ur meur brudet eus Breizh-Uhel ;
- kig-bevin : spilhenn Kastellbriant ;
- kig leue ;
- kig-yar : ruilhad Sevigneg gant kig-yar-indez ur meuz eus Gwitreg ; gouennoù yer zo evel yar goukoug Roazhon, yar zu Gentieg, gwaz Sulial hag all ;
- kig-houad : Houad giz Naoned ;
- kig-oan : brudet eo kig-oan pradeier sall Bae Menez-Mikael-ar-Mor (un AOK gant Bro-C'hall hag un AOG gant Europa en deus)[1],
- meuzioù gant meur a gig : ar c'hig-ha-farz eus Bro-Leon gant farz du pe wenn, krampouezh sall, ar frigousse eus Bro-Roazhon, ar podad giz Breizh hag all.
Boued mor
kemmañHiliennoù ha temzoù-boued zo bet ijinet gant Bretoned evit ar boued-mor : amann gwenn, kari Gosse...
Pesked
kemmañPesket e vezont da vaez aodoù Breizh pe er stêrioù : sardin, brizhilli, draeneged, moru (moru mod Sant-Maloù), moulleg, sili (keusteurenn silienn-vor), boultouzed (boultouz mod Arvorig), beked (beked gant amann gwenn)... Boued kerañ Breizh eo ar stlaoñ, pesked vihan lipous ha dibaotet eus al Liger hag ar Gwilen. Pretioù zo war ribl al Liger a servij c'hoazh, gwech an amzer, stlaoñ poazhet pe fritet.
Meuzioù gant meur a besk : ar gaoteriad eus Kerne-Izel, ar Godaille, soubenn ar pesked...
Kresteneg, blotviled ha pesked-kregin
kemmañGallout a reont bezañ diskouezhet en ur bladennad boued-mor, er pretioù pe er gêr.
- pesked-kregin a-leizh : istr, kregin-Sant-Jakez, meskl, bigorn, pistronked, pilored, kokez, kontelleged, ourmel, kilheien-mor...
- kresteneg ha blotviled zo ivez er arvor pe er mor : kranked, ligistri, grilhed-mor, morgevnid, grilhed-traezh lesanvet "dimezel Loktudi", chevr...
- teureuged.
Meuzioù heverk : legestr mod Arvorig, ur doare da geginañ ligistri, stivell mod Arvorig, un doare da aozañ stivelled, kregin-Sant-Jakez mod Naoned...
Legumaj, edajoù ha frouezh
kemmañLegumaj, frouezh hag edajoù a bep seurt a vez gounezet e Breizh.
- legumaj ha traoù heñvelek : avaloù-douar, artichaod, gwarelig Naoned, chalotez, fav munut (koko Pempoull da skouer), kaol (kaol-fleur, kaol-pomez), ognon (ognon roz Rosko), kignen, piz-bihan, kistin Bro-Redon, pour, irvin, karotez, kaol (An Oriant da skouer)... Soubennoù legumaj a c'haller aozañ ganto. Ar bardatte zo ur meuz kaol farset eus Naoned.
- frouezh : avaloù, per, kerez (kignez...), sivi (re bPlougastell da skouer), tomatez, sukrin ("petit-gris" Roazhon), mouar, lus du...
- gant gwinizh, gwinizh-du, kerc'h ha segal e c'haller ober bleud, ha gantañ bara (da skouer ar gochtial eus Sant-Armael) , met ivez meuzioù kozh evel yod kerc'h, brignen, miton Roazhon...
Krampouezh
kemmañKrampouezh ed-du zo sall (kaletez e Breizh-Uhel), ha krampouezh gwinizh zo dous. War ur billig pe en ur baelon e vezont poazhet. A bep seurt traoù a c'haller lakaat e-barzh.
Un "tri zra" zo ur grampouezhenn glasel gant un vi, morzhed-hoc'h ha keuz e-barzh.
An danvezioù all
kemmañ- holen-mor eus Bro-Wenrann,
- gwinegr chistr pe win,
- bezhin ha salikorn. Pretioù ha stalioù zo a ginnig bremañ bezhin da zebriñ evel legumaj.
Gwastilli ha sukrerezh
kemmañSellout ivez ouzh Pastezerezh Breizh.
- Krampouezh Breizh sukret gant sukr, koñfitur, salidou (un toaz karamel gant amann sall eus Gourenez Kiberen),
- Farzoù : farz breset, farz buan, farz forn, farz-pod, farz-sac'h, farz prunev, farz avaloù, farz rezin,
- gwastilli all : kouign-amann eus Douarnenez, gwastell Naoned, parlementin Roazhon, gwastell giz Breizh, kouign-Ened, gwastell-amann, gwitregad, fouas Naoned,
- krakilin eus Sant-Maloù,
- bignez, da skouer re Dreger,
- gwispid a-leizh : Petit-Beurre, BN, galetez Sant-Mikael eus Bro-Raez, galetez ar Vro Vigoudenn, galetez Fouenant, galetez Rouedoù Glas, paled giz Breizh amann rik, krampouezh dantelez (eus Dinan ha Kemper da skouer, ijinet gant Katell Gornig),
- koñfitur ha kaotigell,
- madigoù ha sunigoù : karamel gant amann sall[2] e stumm madigoù pe sunigoù ("Niniche" Kiberen hag Ar Baol), lima Naoned, toaz-frouezh, Françoise de Foix...
- skornennoù.
An diedoù
kemmañLaezh
kemmañGant laezh vez graet laezhajoù, laezh-ribod, amann (sall atav), yaourtoù, dienn (pe koaven), keuzioù evel Curé nantais, P'tit Breton, Petit Billy, toma (hini Rewiz, Karaez, Gevrezeg...), crémet nantais, Menez Hom, rocher nantais, Machecoulais, gourmelin, Gweltaz-Lambrizig, chandamour eus Ankiniz, Ti Pavez, Trappe de Timadeuc... Ur c'heuz a oa fardet gant menec'h Abati ar Joa e Kempenieg met ne reont ket ken.
Diedoù hep alkool all
kemmañ- dour : dour melar (Plancoët), dour andon (Sainte-Alix e Plangoed, Menez Are, Isabelle e Sant-Wazeg),
- chugoù-frouezh a bep seurt,
- sirosoù evel an Nantillais,
- limonadez,
- diedoù "kola" : Breizh Cola, Britt Cola ha Beuk Cola,
- kafe a vez krazet e Breizh ivez.
Diedoù alkoolek
kemmañ- chistr-aval pe sistr per (sellout ouzh Chistr Breizh),
- gwin gwenn, ruz, roz pe bouilh. Gwinioù Bro-Naoned eo ar re vrudetañ, hag a re nemeto aotreet da vezañ kenwerzhelet. En o zouez eo ar Muskadig an hini brudetañ, hag ivez ar Gros-Plant a vro Naoned , gwinioù gwenn sec'h anzezho. Gwinioù eus gouennadoù all zo ivez e Bro-Naoned : Cabernet, Gamay, Merlot, Pinot Noir, Groleau, Sauvignon, Berligou...
- bier (sellet ouzh Bier Breizh),
- lambig pe gwin-ardant (Fine de Bretagne da skouer),
- pommeau pe avaleg,
- chouchenn pe chufere, ur seurt mez,
- wiskioù (sellet ouzh Wiski Breizh),
- godinette, ur c'hoktel eus Bro-Roazhon ijinet gant Simone Morand.
Ar c'hinkladurezh taol
kemmañ-
Un asied e feilhañs Kemper.
-
Soubenneg Henriot, deroù an XXvet kantved, Michererezh Henriot Kemper.
-
Asiedoù e feilhañs gant "kinkladur breton".
-
Bolennoù breton, Feilhañserezh Pornizh.
Ar poderezh hag ar feilhañserezh zo hengounioù a gaver e Breizh abaoe ar Grennamzer. Listri vrudetañ Breizh eo ar re graet e feilhañs Kemper, evel hini HB Kemper. Menegomp ivez feilhañserezh Pornizh. Ar volenn gant un anv-badez skrivet warni zo un eñvorenn eus Breizh brudet ha deuet mat gant an douristed.
Tud brudet
kemmañMestroù-keginer vrudet
kemmañUn hanter-kant keginer breizhat bennak zo bet roet dezho ur steredenn da nebeutañ gant ar Sturlevr Michelin, ar sturlevr kegin brudetañ. Tri freti zo teir steredenn ganto : L'Arpège e Pariz (Alain Passard), Le V e Pariz (Christian Le Squer), La Côte d'Or preti Bernard Loiseau e Saulieu (Patrick Bertron). C'hwec'h preti zo div steredenn ganto : Anne de Bretagne e Plaen-Raez (Mathieu Guibert), Auberge des Glazicks e Ploudiern (Olivier Bellin), Le Coquillage e Sant-Meleg (Hugo Roellinger), La Villa Archange e Le Cannet e Alpoù-an-Arvor (Bruno Oger), La Table de Plaisance e Saint-Emilion (Ronan Kervarrec) ha Miramonti l'altro e Concesio en Italia (Philippe Léveillé).
- Roll keginerien vrudet Breizh.
- XIXvet kantved : Julia Guillou, Charles Monselet,
- XXvet kantved, hanterenn gentañ : Patrick Jeffroy, Clémence Lefeuvre, Constant Lerochais, Édouard Nignon, Mélanie Rouat
- XXvet kantved, eil hanterenn : Jean-Paul Abadie, Jean-Yves Bordier, Simone Morand, Olivier Roellinger
- XXIvet kantved : Laurent Bacquer, Nathalie Beauvais, Olivier Bellin, Patrick Bertron, Adolphe Bosser, Yves Camdeborde, Jean-Pierre ha Maxime Crouzil, Virginie Giboire, Mathieu Guibert,Sylvain Guillemot, Jean Imbert, Patrick Jeffroy, Ronan Kervarrec, Christian Le Squer, Philippe Léveillé, Yvon Morvan, Bruno Oger, Alain Passard, Hugo Roellinger, Laurent Saudeau
Roll ar greantelezh
kemmañDegasadennoù an industriourien n'int ket dizudi : un hentenn evit mirout ar boued e boestoù gant Nicolas Appert, ar petit-beurre gant Lefèvre-Utile, ar choco BN gant ar Biscuiterie Nantaise, keuzioù a bep seurt...
Mirdioù ha gouelioù
kemmañ- Mirdi ar sivi hag ar glad e Plougastell (Bro-Leon)
- Mirdi ar chistr e Pleudehen (Bro-Zol)
- Mirdi gwinieg Naoned er Palez (Bro-Naoned)
- Mirdi ar Feilhañserezh e Kemper (Bro-Gerne)
- Gouel ar C'hrampouezh e miz Gouere e Gourin (Bro-Gerne)
- Gouel an Dolgenn aour e miz Here e Redon (Bro-Roazhon, Bro-Naoned, Bro-Wened)
Diskouezadegoù
kemmañ- "Quand les Bretons passent à table, 19e-20e siècle", Mirdi Breizh, Roazhon, 1994
- "LU 1846-1957, un siècle d’innovation", Mirdi Naoned, Kastell Duged Breizh, 2020
- "Quand la crêpe devient bretonne", Abati Landevenneg, 2020
Pennadoù kar
kemmañLevrioù ha pladennoù
kemmañ- (fr) Riwanon Kervella (radskrid Alan Stivell, tresadennoù Jiluk), La cuisine des pays celtes, Éd. Des Dessins et des Mots, coll. « Terroirs », 16 a viz Here 2002, 140 p. (ISBN 978-2-95144417-1)
- (fr) "Quand les bretons passent à table : Manières de boire et de manger en Bretagne, 19e-20e siècle", Editions Apogée, kevredigezh Buhez, levr an diskouezadeg, 1994
- (br) (fr) "Quand les Bretons passent à table, Kanomp ouzh taol", pladenn kanoù da evañ ha da zebrin, Tradition vivante de Bretagne 2, embannet gant Dastum e 1994
Pennadoù kar
kemmañDaveoù
kemmañPorched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |