Petit-Beurre
Ar Petit-Beurre zo ur gouign eus Naoned. Krouet e voe gant e 1886 ar greanter Louis Lefèvre-Utile, a gemeras skouer war ar c'houignoù saoz a veze graet d'ar mare-se. Ar merk Lefèvre-Utile n'eo ket perc'henn war an anv avat. Gwispidenn vrudetañ Breizh eo, berzh he deus graet er bed-a-bezh ha kopiet eo bet fonnus abaoe dibenn an XIXvet kantved.
Ar Petit-Beurre LU
kemmañ65 mm hed, 54 mm ledander ha 6,5 mm tevder eo. 8,33 gramm eo pouez an tamm. 24 fik zo war bep gwispidenn (a-hed 4 linenn ha 6 bann) kemmesket gant an enskrivadur « Lu Petit-Beurre Nantes » war teir linenn. E kreiz ar gouign emañ al lizherenn B. Un tammig skouarn zo e pep korn, 14 dant war e hed ha 10 war e dreuz, da lavaret eo 48 dant en holl. 52 eo an hollad dent ha skouarnoù eta. Kement-se a c'hall bezañ gwelet evel un deiziadur : ar pevar amzer, 24 eur an deiz, 52 sizhun ar bloavezh.
Deuet eo ar Petit-Beurre da vezañ un arouez eus Naoned, hag eus Breizh zoken.
Ar produerezh
kemmañE labouradeg An Hae-Foazer, e Gwinieg Naoned, e vez graet 9 zonenn eus ar Véritable Petit-Beurre bep bloaz, ur miliard a wispid hag 41 milion a bakadoù.
Ar rekipe hag an dielfennadur mezhur
kemmañHervez an oberier eo graet ar Petit-Beurre gant[1] :
- bleud gwinizh : 73,5 %
- sukr ha sukr lindr
- amann : 13,6 %
- laezh digoavenet poultr : 1,3 %
- holen
- goell kimiek : bikarbonat natriom, bikarbonat amoniom, trenkenn gitrek
- frond
Diskenn a reer laezh warn ar gwispid a-raok lakaat anezho er forn evit kaout o doare rouzet.
evit 100 g | evit ur wispidenn | |
---|---|---|
Talvoudegezh energetek | 440 kcal - 1850 kJ | 36 kcal - 154 kJ |
Protein | 8 g | 0,7 g |
Glukid | 73 g | 6,1 g |
Lipid | 12 g | 1 g |
Petit-Beurre all
kemmañE 1891 e Hannover en Alamagn, e roas ar gevredigezh Bahlsen lusk d'ar Butterkeks, heñvel ouzh ar Petit-Beurre, anvet Leibniz-Keks en enor d'ar prederour ha matematikour Gottfried Wilhelm Leibniz. E Bro-Suis ez eus bet ijinet ur Petit-Beurre gant bent. E Madagaskar e vez graet an 18 Petits-Beurre gant an embregerezh Socobis.
Daveoù ha notennoù
kemmañ- ↑ meneget war ar pakad.