Arabat eo droukveskañ gant Sizun.
Ur pennad Kab Sizun zo ivez.

Ar sizhun zo un heuliad seizh deiz, adalek al Lun betek ar Sul, pe adalek ar Sul betek ar Sadorn. 52 sizhun zo er bloaz.

An doare-mañ da rannañ an amzer a zeu deomp eus an Henamzer goshañ. Dont a ra an anvioù brezhonek an deizioù eus anvioù ar planedennoù, a oa holl anvioù doueed roman.

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra ar ger eus latin an Iliz septimana[1], en deus ar memes ster. Un etimologiezh-pobl hag a lavar e vije diwar "seizh hun" a c'haller klevet pe lenn alies a-walc'h.

Anvioù deizioù ar sizhun

kemmañ
  • an deiz kentañ eo, pe e oa, ar Sul, deiz an Heol, Sol e latin, ar "blanedenn" vrasañ, d'ar steredourien a wechall, a grede e oa ur blanedenn;
  • an eil e oa al Lun, deiz al Loar, luna e latin, pa gredent e oa an eil planedenn vrasañ
  • an trede e oa Meurzh, deiz ar blanedenn Meurzh, anvet diwar an doue Meurzh, doue ar brezel gant ar Romaned,
  • ar pevare e oa ar Merc'her, deiz ar blanedenn Merc'her, anvet diwar anv an doue Merc'her,
  • ar pempet e oa ar Yaou, deiz ar blanedenn Yaou, diwar anv an doue Yaou,
  • ar c'hwec'hvet e oa ar Gwener, deiz ar blanedenn Gwener, diwar anv an doueez Gwener;
  • ar seizhvet e oa ar Sadorn, deiz ar blanedenn Sadorn, diwar an doue Sadorn.

Kavet e vez anvioù deizioù peuzheñvel o stumm, hag heñvel o ster, e meur a yezh en Europa.

Deiz an Aotrou eo ar Sul evit an iliz kristen hervez danevell krouidigezh ar bed er C'heneliezh, kentañ levr ar Bibl. Hervez an danevell-mañ eo bet krouet ar bed gant Doue en ur ober ur sizhunvezh : c'hwec'h devezh evit an ober hag ar seizhvet evit an diskuizh.

Urzh deizioù ar sizhun

kemmañ

Hervez ISO 8601 e krog ar sizhun d'al Lun.
Met evit broioù 'zo evel Breizh-Veur hag Amerika latin eo ar boaz lakaat ar sizhun da gregiñ d'ar Sul.
Kement-mañ a vije bet boaz kozh ar Vretoned , hervez ar c'hrennlavar : Ar Yaou, an deiz diwezhañ nemet daou.

Deizioù ar sizhun
LunMeurzhMerc'herYaouGwenerSadornSul

Levrlennadur

kemmañ
  • Paul COUDERC : Le Calendrier. Que sais je ? , n° 203. PUF. 1946 - 1993.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. V. Henry, Lexique étymologiques des termes les plus usuels du breton moderne, 1900, p. 247