Merc'her (deiz)
Ar Merc'her eo an deiz etre al Meurzh hag ar Yaou. Hervez ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant al Lun, ha homañ eo ar reizhiad erbedet gant ISO 8601, ez eo eta an trede deiz eus ar sizhun. Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, hengounel e meur a vro eus kornaoueg Europa, hag a-orin yuzev-kristen, ez eo ar pevare devezh.
Dont a ra an anv eus hini latin an doue Merc'her (Mercurius). Er yezhoù germanek eo deiz an doue Woden (pe Odin), ha se zo kaoz e kaver "Wednesday" en saozneg, "Woensdag" en nederlandeg, "Onsdag" en daneg, norvegeg ha svedeg.
Merc'her al Ludu
kemmañEr relijion gatolik e lider Merc'her al Ludu.
Deizioù ar sizhun |
Lun – Meurzh – Merc'her – Yaou – Gwener – Sadorn – Sul |