Galetez (hervez Geriadur Gregor Rostren pe Geriadur an Here) pe kaletez (hervez lavar ar Vro-C'hlazik), a zo ur seurt krampouezh, graet gant ed-du, ha dour e-lec'h laezh, hag a vez aozet e Breizh-Uhel pe e korn-bro Pondi.

Kaletezenn ha chistr war an daol e Villedieu-les-Poêles, e Normandi, evel e Breizh-Uhel.

Silzig a vez debret alies gante, da neuze e komzer eus kaletez gant silzig, pe "kaletez ha silzig".

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra eus ar ger gallek galette abaoe an XIIIvet kantved[1].

Kaletez ha krampouezh

kemmañ

Tud Breizh-Izel ne garent ket ar meuz-se nemeur, ha graet e vez kaletez gante:

  • eus krampouezh graet gant ur meskaj gwinizh-du ha gwinizh-gwenn, hag ivez
  • eus gwastilli kelc'hiek hag a denn un tammig bihan da grampouezh ma karer.

Pennadoù kar

kemmañ


Daveoù

kemmañ
  1. Albert Deshayes , « Kaletes » e Dictionnaire étymologique du breton, 2003, Le Chasse-Marée, Douarnenez, 765 p., ISBN 978-2-9142-0825-3

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.