Un ti-krampouezh zo un ti, pe ur preti, ma c'haller debriñ krampouezh. Sellet e vez evel un arouez eus keginerezh Breizh. E Breizh-Uhel eo kaletezennoù kentoc'h a vez servijet, ha krampouezhennoù e Breizh-Izel, graet gant un toaz disheñvel. Kramprouezh gwinizh e vez servijet da zibenn-pred e pep lec'h avat. An dud zo kustum da evañ ur volennad chistr pe laezh-ribod gant o c'hrampouezhenn.

Ti-krampouezh e Kemper.Tud zo a laka un tammig muioc'h a vrezhoneg war o stal.

An "tri zra" (vi, morzhed-hoc'h, keuz) eo ar grampouezhenn vrudetañ, met kalz re all a zo. E-touez ar c'hrampouezhennoù sukret eo an "amann-sukr" an hini klaselañ.

Sevenadur ar vro a gaver un tammig en tiez-krampouezh, dre anv ar c'hampouezhennoù, ar sonerezh, ar c'hinkladur, anv ar preti a-wechoù hag a c'hall bezañ e brezhoneg (evel "Ti kozh" da skouer).

Peurliesañ ne vez ket ken ker an tiez-krampouezh hag ar pretioù all. Stank int e Breizh met kavet int un tamm e pep lec'h en Europa hag er bed zoken. Ouzhpenn 4000 ti-krampouezh zo e Frañs[1].

Gwelout ivez

kemmañ

Daveoù ha notennoù

kemmañ