Tomatez
Solanum lycopersicum
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Magnoliopsida
Urzhad : Solanales
Kerentiad : Solanaceae
Genad : Solanum
Anv skiantel
Solanum lycoperiscum
L. 
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An tomatez zo plant liorzh eus ar c’herentiad Solanaceae o devez frouezh debradus ruz o liv peurliesañ hag a implijer da legumaj. Tomatez a reer ivez eus ar frouezh-se a zebrer ent poazh pe ent kriz. Plant eus Kreiz ha Suamerika e oant da gentañ, ha dont a ra ar ger tomatez eus ur yezh indian eus Mec’hiko, an nahouatleg[1].

Moarvat e kreske an tomatez da gentañ e Perou. En em ledet e oant goude-se e Suamerika. Kavout a reer c’hoazh spesadoù gouez anezho a gresk e Perou. E Mec'hiko eo e voent gounezet da gentañ war a seblant.

Pa voe trevadennet Suamerika gant Spagnoled, e voe degaset an tomatez ganto da Europa. Ar meneg kentañ a gaver anezho e skridoù Europa a oa en ul levr skrivet gant an Italian Pietro Andrea Mattioli, e 1544. Gantañ e oant anvet pomi d’oro, « avaloù aour ». Er XVIvet hag er XVIIvet kantved e krede tud zo en Europa e oa pistrius an tomatez ha ne oant ket mat da zebriñ. Tamm-ha-tamm avat en em ledas ar boaz da c’hounit ha da zebriñ anezho, e Spagn da gentañ hag e broioù all goude[2].

Eus Europa moarvat e voe degaset an tomatez da Norzhamerika. Thomas Jefferson, trede prezidant ar Stadoù Unanet, a reas kalz evit brudañ en e vro an tomatez en doa tañvaet en Europa.

 
A bep seurt livioù a c’hell bezañ gant an tomatez. Ar re velen a voe anavezet da gentañ en Europa. Alese an anv zo ganto en italianeg, pomodoro, « aval aour ».

Gounezerezh

kemmañ

Bremañ e vez debret tomatez er bed a-bezh. Hervez ar skiantourien e vijent boued yac’h, mat da stourm ouzh ar c'hrign-bev. Ha gounezet e vezont en ur bern broioù ivez, dindan tiez-gwer alies, evit ma kreskfent buanoc’h. Setu ar broioù ma c’hounezer ar muiañ anezho :

Bro Kementad gounezet
(milionoù a donennoù)
  Sina 20
  Stadoù-Unanet 10
  India 8
  Turkia 7
  Egipt 7
  Italia 6
  Spagn 5
  Brazil 3
  Iran 3
  Mec'hiko 2

E Breizh e c’hounezer kalzig a domatez, daoust m’emaomp pell war-lerc’h. Un drederenn eus an tomatez gounezet er Stad C'hall a zeu eus Breizh[3].

Lennegezh

kemmañ
  • Fried Green Tomatoes at the Whistle Stop Cafe, Fannie Flagg, 1991

Sinema

kemmañ
  • Fried Green Tomatoes, Jon Avnet, 1991

Festoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Ar ger nahouatlek tomatl zo aet da tomate e spagnoleg ha goude-se eo tremenet e yezhoù all Europa, gant stummoù heñvel peurvuiañ, war-bouez en italianeg. Un amprest gallek eo ar ger brezhonek.
  2. Diwezhat a-walc’h e teuas an tomatez da Vreizh moarvat, pa ne gaver ket ar ger er geriadurioù brezhonek a-raok hini Frañsez Vallée.
  3. Le Télégramme 10/04/2008

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.