Breizh Cola
Breizh Cola a zo un doare Kola disheñvel (pe "altercola"), krouet gant Phare Ouest (Breserezh Lancelot) e 2002. Tregont implijad a vez evit produiñ ar Breizh Cola hiziv an deiz. E gavout a reer e Breizh dreist-holl hag er ranvroioù gall amezek.
Iskevrennad eus | cola |
---|---|
Deiziad krouiñ | 2002 |
Stad | Frañs |
Bro orin | Frañs |
Lec'hienn ofisiel | https://www.breizhcola.bzh/ |
Paeroniañ a ra ar merk kleuboù mell-droad 'zo : War-raok Gwengamp (22), Stad Brest 29 (29), Stad Roazhon (35), Gwened Olimpek Klub ha Football Club Lorient-Bretagne Sud (56).
E 2009 e produont 5 milion a voutailhadoù Breizh Cola, gant ur c'hresk a 20 % ; ar c'hrengreadur a voe 5 milion a euroioù[1]. D'ar mare-se e vez gwerzhet gwelloc'h (e Breizh ha war lodenn gornôk Bro-C'hall) eget Pepsi-Cola, gant 10 % eus ar marc'had[2].
E 2019 en devoa tizhet Phare Ouest ur c'hengreadur a 26 milion a euroioù (10 milion a eurioù evit ar c'hola nemetken[3]) oc'h impli 53 den. Uzin Ploermael a produe bier hag hini Dovanieg a brodue kola (145 000 hektolitrad)[4].
E 2021 e voe prenet stal Phare Ouest gant Agrial, un strollad norman gant ur c'hrengreadur a 6,1 miliard a euroioù[4] hag a zo perc'henn ivez eus Agrilait ha sistr Loïc Raison.
Ur blaz etre hini Coca-Cola ha Pepsi-Cola en deus, ur blaz kreñv met gant ur gaz dous.
Produioù
kemmañ- Limonad 1905 (1905)
- Breizh Cola "standard"
- Breizh Cola Hep sukr (2004)
- Breizh Cola Stevia (2010)
- Breizh Thé Glacé (abaoe C'hwevrer 2015)
- Breizh Agrum' (abaoe C'hwevrer 2015)
Da lenn
kemmañ- Pennad Ouest-France d'al Lun 17 a viz Gouere 2006, pajennoù "Bretagne"
- Pennad Le telegramme d'ar Gwener 09 a viz Here 2009, pajenn 8, "économie"
- Pennad war anarvorig.com
Gwelet ivez
kemmañLiamm diavaez
kemmañ- www.breizhcola.bzh, lec'hienn ofisiel Breizh Cola.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ http://www.letelegramme.com/ig/generales/economie/breizh-cola-l-ascension-du-soda-breton-09-10-2009-600192.php
- ↑ https://web.archive.org/web/20100401173929/http://www.rayon-boissons.com/Boissons-sans-alcool-et-Eaux/Breizh-Cola-l-epine-dans-le-pied-de-Coca-Cola-en-Bretagne.
- ↑ Breizh Cola. A l’occasion des Transmusicales, les bouteilles en plastique remplacées par le service à la pression, Bretagne Économique, 28 a viz Du 2023.
- ↑ 4,0 ha4,1 L’emblématique marque Breizh Cola passe sous pavillon normand, Paris Normandie, 5 a viz Genver 2021.