Dinan
kumun Aodoù-an-Arvor
Dinan | ||
---|---|---|
![]() Ar porzh war ar Renk. | ||
![]() | ||
Anv [[gallaoueg]] | Dinan | |
Anv gallek (ofisiel) | Dinan | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Dinan (isprefeti) | |
Kanton | Dinan (pennlec'h) | |
Kod kumun | 22050 | |
Kod post | 22100 | |
Maer Amzer gefridi | Didier Lechien 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Dinan Tolpad-kêrioù (sez) | |
Bro velestradurel | Bro Dinan | |
Lec'hienn web | http://www.dinan.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 14 682 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 686 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 76 m bihanañ 7 m — brasañ 132 m | |
Gorread | 8,71 km² | |
kemmañ ![]() |
Dinan zo ur gêr e Bro Sant-Maloù, ur gumun e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh ; pennlec'h Arondisamant Dinan eo ha hini kanton Dinan.
Kresket eo bet ar gumun d'ar 1añ a viz Genver 2018 goude bezañ bodet gant Lehon[2].
DouaroniezhAozañ
- War lez ar stêr Renk emañ Dinan.
AnvAozañ
- Erwan Vallerie ː Dignanno, c 1120 ; Dinam, 1167, 1181 ; Dignan, 1198 ; Dinam, 1249 ; Seint Mallou de Dinan, 1256 ; Dynam, 1297 ; Dynain, 1306 ; Dynam, 1326, 1366 ; Dinimium, 1452 ; Dinan, XVIvet kantved ; Dinant, 1566.
- Gerdarzh
Galianeg dunon "kreñvlec'h" → henvrezhoneg din heñvelster + lostger bihanaer -an[3].
ArdamezioùAozañ
En gul e gastell en aour leinet gant teir zourigan ; e gab en erminoù.
- Hervez siell Charlez Dinan (1370)
- Hervez d'Hozier (1697) : tri c'hastell
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- 1790: gant lezenn ar 26 a viz C'hwevrer e voe lakaet Dinan da benn ur bann[4].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le Tulle, person, ha Le Sénéchal, vikel parrez Sant Maloù ha gant Carron, person, ha Buret, vikel parrez ar Salver, mui un abad, du Chastel, ur c'helenner doueoniezh, De Rouillac, hag eizh beleg arall, Puelle, Urot, Plesse de Saint-Mirel, Burel, Bertier, Manet, Le Coq ha Girard[5].
XIXvet kantvedAozañ
- 1879 : kas a reas an hent-houarn (linenn Lison-Lambal) betek Dinan.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 248 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 2,17 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].
Eil brezel-bedAozañ
- Miz Eost 1944: bombezet ha kanoliataet e voe Dinan d'an 2 gant lu SUA[7] Lazhet e voe ur pomper[8]. Dieubet e voe Dinan d'ar 6 gant ar 6th Armored Division eus lu SUA.[9].
- Mervel a reas 33 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[10].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Indez-Sina: mervel a reas nav soudard ag ar gumun.
- Brezel Aljeria: mervel a reas eizh soudard ag ar gumun.
FilmAozañ
- E Dinan, e kêr hag er c'hastell, e voe troet ar film Du Guesclin gant ar filmaozour gall Bernard de Latour, e-pad ur pemzektez e 1948.
SportAozañ
Mell-droadAozañ
- E 1903 e voe krouet ar Stade Dinannais AC, an eil kleub mell-droad koshañ en departamant. E 2003 avat e voe unvanet gant hini kêr Lehon : e mod se e voe krouet Dinan-Léhon FC.
Marc'hhouarnerezh (Tro Bro-C'hall)Aozañ
- 23 a viz Mezheven 1927 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Dinan (a-benn d'an eur) ; trec'h eo ar Breizhad Ferdinand Le Drogo.
- 24 a viz Mezheven 1927 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Brest (a-benn d'an eur) ; trec'h eo André Leducq.
- 19 a viz Mezheven 1928 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Dinan (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Gaston Rebry (Belgia).
- 20 a viz Mezheven 1928 : 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Brest (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Pé Verhaegen (Belgia).
- 2 a viz Gouere 1929 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Dinan ; trec'h eo Omer Taverne (Belgia).
- 3 a viz Gouere 1929 : 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Brest ; trec'h eo Louis Delannoy (Belgia).
- 3 a viz Gouere 1930 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Dinan ; trec'h eo Learco Guerra (Italia).
- 4 a viz Gouere 1930 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Brest ; trec'h eo Charles Pélissier.
- 1añ a viz Gouere 1931 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Dinan ; trec'h eo Max Bulla (Aostria).
- 2 a viz Gouere 1931 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Brest ; trec'h eo ar Breizhad Léon Le Calvez.
- 2 a viz Gouere 1995 : 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Lannuon ; trec'h eo Fabio Baldato (Italia).
- 7 a viz Gouere 2011 : loc'hañ a ra 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Dinan war-du Lisieux (Calvados).
BrezhonegAozañ
- E-kerzh ar bloavezhioù 1930 e votas kuzul-kêr Dinan ur gouestl evit kelenn ar brezhoneg er skolioù, diwar atiz al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES)[11].
- Ur skol Diwan zo eno abaoe 2000.
- E distro-skol 2022 e oa 109 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (7,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[12].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2012 | 2013 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
12847 | 13137 | 13429 | 12267 | 11591 | 10907 | 11235 | 10768 | 10240 |
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl |

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- 1930 : Jean Rochefort, aktour
- 1947 : Bernard Merdrignac, istorour
- 1950 : Rémi Chauvet, Myrdhin e anv-leurenn, kaner ha telenner
- 1979 : Christophe Revel, melldroader
Tud marvet enoAozañ
- 1993 : Yvonne Jean-Haffen, arzourez
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Avril pe Apuril
Jean, eskemmer-arc'hant e 1518; Macé, tailhanter war domani ar Roué, e Dinan En argant e gebrenn en gul karget gant teir rozenn en aour, heuliet ouzh kab gant daou penn leon en sabel, hag ouzh beg gant ur steredenn ivez en sabel | |
Aubry François, letanant milis Dinan e 1696 En glazur e zaou leon penn-ouzh-penn, o skorañ ur skoedig en argant karget gant un abrikezenn c'heotet | |
Le Bart Geoffroi, senesal Dinan e 1258 En glazur e leonparzh en argant |
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Wallonia | Dinant | 1960 |
Galiza | Lugo | 1971 |
Bro-Saoz | Exmouth | 1972 |
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr) Arrêté du 30 septembre 2017 portant création de la commune nouvelle de Dinan.
- ↑ (fr) Deroy, Louis & Mulon, Marianne. Dictionnaire des noms de lieux. Paris : Le Robert, 1992, p. 138-b (ISBN 978-2-85036-195-1)
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p. 105.
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p. 12.
- ↑ (fr) Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, p.138, Éditions Astoure, 2008
- ↑ (fr) Mémorial GenWeb
- ↑ (fr) Ouest-France 08/12/2009, gant luc'hskeudennoù
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 267, Kemper, Nouvelles Éditions bretonnes, 1936
- ↑ Kelenn / Sifroù pennañ distro-skol ar c'helenn divyezhek e 2020