Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Dinan ha kestell Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kastell Dinan
An tour-meur gwelet eus ar ramparzhioù.
An tour-meur gwelet eus ar ramparzhioù.
Anv gallek Château de Dinan
Marevezh pe stil Krennamzer
Doare kastell Kastell-kreñv
Darn eus Ramparzhioù Dinan
Savidigezh 1384-1393
Perc'henn kentañ Yann IV
Perc'henn
a-vremañ
Kêr Dinan
Gwarez Monumant Istorel Monumant istorel (1886)
Lec'hiadur
Daveennoù lec'hiañ 48° 27′ 01″ N, 2° 02′ 42″ K
Chomlec'h Straed ar C'hastell,
Dinan, Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Sant-Maloù
Lec'hienn ofisiel chateaudedinan.fr

Kastell Dinan n'eus anezhañ nemet un tour-meur, e kêr Dinan, e Breizh-Uhel.

Stag eo an tour-meur-se ouzh ar mogerioù eus ar Grennamzer a ra an dro da greiz kêr, a-hed 2 600 metr.

Tour-meur Kastell Dinan

Anvet eo Tour-meur an Dugez Anna ha sevel a ra betek 34 metr uhelder e-kichen un nor da vont e kêr anvet Dor Sant Loeiz. Gant an dug Yann IV e voe lakaet sevel an tour-meur e 1382-1383. Daou dour ront a ya d'ober an tour-meur, ha un douflez zo e-harz dezho. Salioù annez a oa e meur a estaj hag ur chapel brevez evit an dug pa zeue da Zinan. E-pad Brezel Hêrezh Breizh e oa Dinan unan eus lec'hioù kreñv Janed Pentevr, enebourez da Yann IV. Ur wech aet ar maout gant Yann IV e lakaas sevel an tour-meur da ziazezañ e c'halloud e Dinan.

Lakaet e oa bet Kastell Dinan war roll ar monumantoù istorel e 1886. Ur mirdi bihan zo e-barzh ar c'hastell bremañ ha gweladenniñ anezhañ a c'haller.

Skeudennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ